Enkadenn Veur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D fixing dead links
D corr using AWB
Linenn 9:
Gwastet e voe Stadoù a-bezh, pinvidik pe baour. D'an traoñ ez eas leve an dud, talvezad an tailhoù, ar gounidoù hag ar prizioù tra ma voe ar [[Kenwerzh|c'henwerzh]] etrebroadel diskaret eus 50 % en abeg d'al lezenn ''Smoot-Hawley Tariff'' dreist-holl. Betek 25 % eus an dud a gollas o labour er Stadoù-Unanet, ha 33 % e lod broioù. <ref name="FB">FRANK Robert H. & BERNANKE Ben S., ''Principles of Macroeconomics'', Irwin/McGraw-Hill, Boston, SUA, 2007, p. 98 ISBN 978-0-07-319397-7 {{en}}</ref>
 
Gouzañv kriz a reas darn eus kêrioù ar bed, krisoc'h c'hoazh pa oant kreizennoù greantel. Ehanet e voe ar sevel tiez. Mervel pe dost a reas al labour-douar pa voe un digresk a 60 % e prizioù an eostadoù. <ref>[http://www.bls.gov/data/ Maodiernezh al Labour, SUA]] {{en}}</ref> <ref>COCHRANE Willard W., ''Farm Prices, Myth and Reality'', University of Minnesota Press, SUA, 1958/2009, p. 15 ISBN 978-0-8166-5732-2 {{en}}</ref> <ref>CONDLIFFE John Bell & Ligue of Nations, ''World Economic Survey, 1932-33'', League of Nations, Genève, CH, 1933, p. 43 {{en}}</ref>
 
Miliadoù a diegezhioù a voe rivinet, bras-divent e voe an dilabour, miliadoù ag embregerezhioù hag a vankoù a reas freuz-stal.
Linenn 136:
:Kalz re a voneiz a voe kenderc'het er bloavezhioù 1920 gant Bank-kreiz ar Stadoù-Unanet evit lakaat feur an amprestoù da zigreskiñ dre brestañ da vuioc'h a dud, ar pezh a grouas ur monc'hwezh <ref group="N">'''Monc'hwezh''' : kresk dizehan war an holl brizioù</ref> na c'halle ket padout. <ref> VON MISES Ludwig, ''Abrégé de "L'action humaine, traité d'économie", Les Belles Lettres, Paris, 2004 ISBN 978-2-251-39037-6 {{fr}}</ref>
;• Re nebeud a voneiz
:Evit herzel ar monc'hwezh e klaskas ar Bank-kreiz krennañ war ar moullañ moneiz e 1928, alese nebeutoc'h ag arc'hant amprestet, hogen dav e vije bet reiñ moneiz d'ar bankoù : war gresk ez eas feur an amprestoù, an arvrokerien a dennas o arc'hant eus ar bankoù, freuz-stal a reas ar re-se hag an Enkadenn a c'hoarvezas. <ref> FRIEDMAN Milton & SCHWARTZ Anna, ''A Monetary History of the United States, 1867-1960'', Princeton University Press, SUA, ISBN 978-1-4008-2933-0 {{en}}</ref> <ref>FRIEDMAN Milton, ''Prix et théorie économique'', Economica, Paris, 1983 ISBN 978-2-7178-0678-6 {{fr}}</ref>
;• Re a zleoù
:E deroù [[1922]], e [[Genova]] en [[Italia]], e voe savet ar reizhiad anvet ''Gold Exchange Standard'' ("patrom an eskemm aour") : ne vije tu da eskemm ouzh [[aour]] nemet an dollar amerikan hag al lur breizhveurek, gwerzh ar moneizoù all o vezañ termenet e-keñver an aour. Bez' e c'halle ar Stadoù o devoa gounezet ar Brezel-bed kentañ paeañ o dleoù e dollaroù pe e lurioù, o bankoù-kreiz o tegemer aour pe an daou voneiz-se.<br />
Linenn 173:
=== ''New Deal'' : an Dasparzh Nevez ===
[[File:FDR in 1933.jpg|thumb|204px|<center>'''Franklin Delano Roosevelt''' e 1933</center>]]
Ur strollad lezennoù bet embannet diwar intrudu F. D. Roosevelt eo an ''New Deal'' ; den ne oar ha degas pe buanaat a rejont ar pare, met a-dra-sur ne voent ket start a-walc'h evit peurechuiñ gant an Enkadenn Veur rak enket c'hoazh e oa SUA pa grogas an Eil brezel-bed. Lod dielfennerien a embann e voe frealzet an dud hag ar marc'hadoù gant prezegennoù hag oberioù ar Pennsezer a gemenne un adc'hwezh <ref group="N">'''Adc'hwezh''' : atizadur an armerzh dre bourchas moneiz pe grennañ war an tailhoù evit lakaat ar prizioù da greskiñ war hir dermen.</ref> hag ur c'hresk e feur an amprestoù. <ref>EGGERTSSON Gauti B., ''Great Expectations and the End of the Depression'', [http://www.aeaweb.org/articles.php?doi=10.1257/aer.98.4.1476 American Economic Review] {{en}}</ref> <ref>EGGERTSSON Gauti B. & PUGSLEY Benjamin, ''Was the New Deal Contractionary?'' [http://www.newyorkfed.org/research/staff_reports/sr264.html Federal Bank of New York]] {{en}}</ref> Raktresoù labourioù foran a voe lakaet e pleustr, evel hentoù, stankelloù ha kreizennoù tredan a zo arveret c'hoazh hiziv an deiz.<br />
Efedus e voe an ''New Deal'' evelkent, pa bignas KDK SUA en-dro adalek 1938 goude un eil ardec'h e 1937. Lod armerzhourien a damall politikerezh ar gouarnamant amerikan hag an ''New Deal'' da vezañ degaset an ardec'h-se, a oa c'hoarvezet pa oa an armerzh war yac'haat. Lod all a damall an arvrokadur, a oa aet en-dro adarre kerkent ha gwellaet stad ar vro raktal goude ma voe an ''New Deal'' lakaet e pleustr. <br />
Ne oa ket an armerzh gouest d'em bareañ neuze, ha moarvat ne vije ket deuet a-benn hep diwerzhekadur an dollar amerikan bet divizet gant ar gouarnamant, na hep an trubuilhoù politikel a oa en Europa, a lakaas aour da skuilhañ en armerzh SUA. <ref name="Romer">ROMER Christina D., ''What Ended the Great Depression'', [http://www.nber.org/papers/w3829.pdf?new_window=1 ''National Bureau of Economic Research]{{en}}</ref>
Linenn 182:
Diwar intrudu F. D. Roosevelt e voe adframmet reizhiad ar moneiz en SUA. <ref>BERNANKE Ben S., ''Nonmonetary Effects of the Financial Crisis in the Propagation of the Great Depression'', 1983 [http://fraser.stlouisfed.org/meltzer/record.php?collection_references_id=4271 ''Saint-Louis Federal Reserve Bank''] {{en}}</ref> E 1933 e voe embannet Lezenn ar Bankoù ''(Glass-Steagall Act)'' evit reoliañ an doare ma rae ar vankerien o micher : gwarezet e vije an dud gant al lezennoù, ha paouez a rajent da dennañ o arc'hant diouzh ar bankoù gant aon rak ar c'holl, ar pezh a oa bet pennabeg da freuz-stal kalz bankoù e deroù an Enkadenn Veur ; disrannet e vije ar bankoù-fiziañ (arboelloù hag amprestoù) diouzh ar bankoù-postañ (kenwerzh hag arvrokadur). Kalz bankoù a gavas an dro da dremen dreist al lezenn, met e [[1999]] hepken e voe ar ''Glass-Steagall Act'' kaset da get kent bezañ adlakaet e pleustr gant [[Barack Obama]] e 2008 en abeg d'un enkadenn nevez.
=== An aour ===
Lod armerzhourien o deus diskouezet penaos e voe dre ar ''Gold Exchange Standard (GES)'' en em strewas an enkadenn er bed ; diskouezet o deus ivez e oa pa dremenas Stadoù heptañ e voe skoazellet ar pareañ, rak dilezel an eskemm aour-moneiz pe ziwerzhekaat o moneiz a rejont. <ref>BORDO Michael, ''Gold Standard'', [http://www.econlib.org/library/Enc/GoldStandard.html ''The Concise Encyclopedia of Economics''] {{en}}</ref> <ref>EICHENGREEN Barry, ''The Gold Standard and the Great Depression, 1919–1939'', Oxford University Press, New York, SUA, 1992, ISBN 0-19-506431-3 {{en}}</ref> Lod armerzhourien avat a lavar e voe liesdoare ar politikerezhioù bet lakaet e pleustr gant ar Stadoù o devoa dilezet ar ''GES'' ha liesdoare ivez an disoc'hoù anezho. <ref>[http://akorra.com/2010/03/03/top-10-worst-financial-crisis-in-u-s-history/ Akorra.com] {{en}}</ref>
 
Holl Stadoù kreñvañ ar bed a zilezas ar ''GES'' e-kerzh an Enkadenn Veur, Breizh-Veur da gentañ pa voe al lur [[Bro-Saoz|saoz]] taget gant arvrokerien ha pa zigreskas he berniad aour e miz Gwengolo 1931 : paouez a reas ar ''Bank of England'' da eskemm bilhedoù e lurioù saoz ouzh aour, ha lakaat a reas al lur da neuñviñ war marc'hadoù-eskemm estren. Da heul Breiz-Veur hag e 1931 e voe dilezet ar ''GES'' gant [[Japan]] ha Stadoù [[Skandinavia]]. Stadoù all evel [[Italia]] hag SUA a heulias ar ''GES'' betek 1932-1933 tra ma chomas "Bloc'had an Aour" (Bro-C'hall, ha [[Polonia]], [[Belgia]], [[Suis]] d'he heul) ennañ betek 1935-1936.<br />