Hélène Boucher : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D corr using AWB
Linenn 22:
Merc'h e oa d'an tisavour Léon Boucher ([[1868]]–[[1939]]) ha d'e wreg Élisabeth Hélène Dureau. Pa darzhas ar [[Brezel-bed kentañ]], an tiegezh a guitaas Pariz d'en em staliañ en o zi kozh e [[Yermenonville]] ([[Eure-et-Loir]]). Eno e tastumas Hélène skridoù ha luc'hskeudennoù a denne d'al levierien ha d'an nijerezioù. Goude ar brezel e tistroas gant he familh da Bariz, ma reas he studioù. Da 16 vloaz e tapas he aotre da vleinañ [[karr-tan|kirri-tan]], a-raok kenderc'hel gant he studioù e Skol an Arzoù-Ker.
 
E [[1930]], d'an oad a 22 vloaz, e tivizas bezañ levierez a-vicher evit kaout an dial eus marv al levier ha saver nijerezioù [[Jean Hubert]] ([[1885]]–[[1927]]), a oa mignon d'he breur. He nijadenn gentañ a reas d'ar [[4 a viz Gouere]] hag adalek miz Meurzh [[1931]] e teskas leviañ. Brevedet e voe d'an [[21 a viz Even]], goude 100 eurvezh nij hag un nijadenn diouzh noz. Bloaz war-lerc'h e voe brevedet a-vicher, ar pevare maouez e [[Bro-C'hall]] goude [[Adrienne Bolland]] ([[1920]]), [[Maryse Bastié]] ([[1925]]) ha [[Maryse Hilsz]] ([[30 Ebrel]] 1930). Diouzhtu e prenas ur nijerezig eildorn, un [https://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k65680224/f15.item De Havilland DH.60G Gipsy Moth] [[Bro-Saoz|saoz]] bet marilhet F-AJKM e miz Kerzu [[1929]] (G-AALY e oa e Bro-Saoz). <ref>{{en}} {{cite web|url=http://www.airhistory.org.uk/gy/reg_F-6.html|title=''Golden Years of Aviation''|accessdate=24 Mezheven 2019}}</ref> <ref>{{fr}} {{cite web|url=http://amcl-29.e-monsite.com/pages/section-maquettes/code-f-ajkm.html|title=Lunell|accessdate=24 Mezheven 2019}}</ref>
==Respet==
E miz Here [[1932]] e kemeras perzh e nijadeg [[Caen]]–[[Deauville]] ; sac'het e voe he nijerez, ret e voe dezhi pradañ ha chom a reas an nijerez a-skourr ouzh ur wezenn, met dibistig e voe al levierez yaouank.