Diplôme national du brevet : diforc'h etre ar stummoù

D
corr using AWB
No edit summary
D (corr using AWB)
An '''Diplôme national du brevet''' (Diplom broadel ar breved), berraet gant ar stumm '''DNB''', zo un diplom stad gall a live V a dalvez da briziañ ar barregezhioù a c'hortozer digant skolajidi Bro-C'hall bezañ mestroniet e fin an Trede klas pe ar c'helc'hiad pevar (5vet, 4e, trede klas) <ref>http://www.education.gouv.fr/cid2619/le-diplome-national-du-brevet.html</ref>. Dre vras ar re a dremen an diplom-se a zo oadet etre 14 ha 15 vloaz. N'eus ket ul liamm rik etre ar fed ma vefe roet an diplom gant ur juri departamantel hag an hent skol a vezo kemeret dre choaz gant ar skolajiad goude ar skolaj. Evit an elfenn-se ez eo ali rener ar skolaj hag ar c'huzul-klas a vez ar pouezusañ.
 
Krouet ez eus bet gant [[Diwan]] un diplom kevatal (hep talvoudegezh ofisiel) anvet an [[A.K.E.D]] (Arnodenn Kreiz Eil Derez) <ref>http://www.diwan.bzh/article.php4?sid=757</ref> <ref>http://www.skolaj44.com/2017/05/aked-2017.html</ref>
== 2017 ==
Goude adreizhadur ar skolaj e 2017 e chom an tu gant ar skolajidi da dremen al lodenn Istor-douaroniezh en ur yezh rannvroel penn-da-benn (brezhoneg, euskareg, korseg..). Ar yezh rannvroel a vez notennet ivez e-pad ar bloavezh war un hollad a 50 poent. Dre gomz ar breved a c'hell bezañ tremenet evit an hanter gant ar yezh rannvroel ivez (notennet eo war un hollad a 100 poent).
7 532

edits