Rich Kids of Tehran : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D corr using AWB
Linenn 1:
'''''Rich Kids Of Tehran''''' ("Bugale binvidik Tehran"), skrivet '''#RichKidsofTehran''' pe '''#RKOT'''<ref>[https://nypost.com/2014/10/08/rich-kids-of-tehran-instagram-showcases-life-of-iranian-elite/ New York Post]</ref>, zo ur gont [[Instagram]] hag a ziskouez tud yaouank pinvidik [[Tehran]] o klask keveziñ dre ledañ o arc'hant dre boltredoù gant yaouankizoù ar C'hornôg ; war [[Facebook]] ha [[Twitter]] e reont ivez. Brudet mat eo ar gont met gwelet fall-tre eo gant pennadurezhioùoù politikel ha relijiel [[Iran]].<br>
Merc'hed ha mibien pinvidien ar vro n'int ket tomm ouzh ar pennoù relijiel strizhkredennerien anezho. Kavout a reont gwelloc'h diskouez ha ledañ o finvidigezh hag o doare da vevañ dieub diouzh an [[Islam]] (evañ, gwiskañ lijer, butuniñ...) <ref>[https://www.bbc.com/news/blogs-trending-29511789 BBC News]</ref>. Gwelet fall eo ivez an doare d'ober-se gant un toullad tud eus ar vro hag a vev er [[Paourentez|baourentez]] pe a vez gwasket gant ar Stad <ref>[https://www.dailymail.co.uk/news/article-5247263/Are-Rich-Kids-Tehran-blame-Irans-riots.html Daily Mail]</ref> <ref>[https://www.thetimes.co.uk/article/anger-at-poor-little-rich-kids-of-tehran-ftjpbk72s38 The Times]</ref>.
== Notennoù ha daveennoù ==
{{Daveoù}}