Kastell Susinioù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ouzhpennet eo bet ur pennadig ganin.
Ouzhpennet eo bet ur pennadig ganin.
Linenn 30:
En eil hanterenn ar XVII<sup>vet</sup> k<sup>ved</sup> e voe kavet an termen a "c'houarnour enezennoù, porzhioù hag havrioù Rewiz hag ar c'hastell" gwelloc'h eget hini a gabiten Susinioù. Danvez ar mor a oa talvoudusoc'h-talvoudusañ pa selle ouzh al lec'h ar galloud kreiz. Raktreset e oa bet zoken gant Richelieu da staliañ ur gumpagnuniezh genwerzh e Susinioù. E 1641 e voe graet eus e genderv gouarnour Susinioù, Jérôme du Camboult e anv. Ur gwarnizon hag armoù e-leizh a oa c'hoazh er c'hastell 1644. Koulskoude, o vezañ ma ne oa ket meret mat an domani hag abalamour da baouridigezh annezidi ar c'hourenez, a zlee kemer perzh e kempenn ar c'hastell, ez eas ar c'hastell da vont war ziskar.
 
E penn-kentañ an XVII<sup>vet</sup> k<sup>ved</sup> ec'h adtapas Priñsez Conti ar c'hastell dre brenañ ar gwirioù staget ouzh an domani kozh. Dont a reas a benn da gemer en-dro madoù ar c'hastell a oa etre daouarn ar gabitened hag ar gouarnourien abaoe fin ar XVI<sup>vet</sup> k<sup>ved</sup>. Mererezh a voe fiziet d'he gwazourien ha d'he c'houerien. Daoust ma ne seblant ket bezañ dilezet ar savadurioù ganti e kaver meur a zanevell skrivet e-pad ar c'hantved-se hag a ziskouez deomp pegen fall e oa stad ar c'hastell, e savadurioù implijet da verniañ an eostadoù hag evit buhez bemdeziek an annezidi. Perzh Susinioù a zeuas da vezañ lec'heloc'h hag ec'h emdroas statud e annezidi e-kerzh ar XVII<sup>vet</sup> k<sup>ved</sup>. Alato e talc'has bepred hengoun milourel peogwir e oa kreñv aon an dilestradegoù saoz e-doug an XVIII<sup>vet</sup> k<sup>ved</sup>. Daoust da gozhni ar c'hastell dre-vras e voe kempennet. War-nes an Dispac'h-gall ec'h aotree pennhêred ar briñsez da lakaat an eostadoù e rannoù ar c'hastell "ne gouezhont ket c'hoazh hag evit chom hep jabliñ ar peurrest", kement a draoù abalamour da goustoù ar renevezadennoù.<br />
 
E-pad an Dispac'h gall, e 1798, e voe gwerzhet ar c'hastell evel mad broadel d'ar marc'hadour Pascal Lange evit ur priz a 5000 lur. Holl danvezioù a c'halle bezañ implijet c'hoazh zo bet gwerzhet, evel koad ar frammoù hag ar mein-ben. Lakaat a reas stad ar c'hastell da vont war washaat. Prenet eo bet e 1852 gant ar beskont Jules de Francheville hag e familh da ober ar pep posuplañ evit saveteiñ ar pezh a chom. Chom a reas etre daouarn ar familh de Francheville betek bezañ e 1965 gant Kuzul Departamant ar Morbihan, diwar atiz e brezidant Raymond Marcellin a oa kuzulier-departamant Sarzhav, hag embreget e voe e reneveziñ.
''Le château est vendu en tant que bien national à la Révolution en 1798 au marchand Pascal Lange pour cinq mille francs. Tous les matériaux pouvant être réutilisés vont être vendus, comme le bois des charpentes et les pierres de taille, accentuant ainsi l’état dégradé du domaine. Il est acheté en 1852 par le vicomte Jules de Francheville, dont la famille fait tout son possible pour sauver l'existant jusqu'au rachat en 1965 par le Conseil départemental du Morbihan, à l'initiative de son président Raymond Marcellin, conseiller général de Sarzeau, qui entreprend sa restauration.''
 
=== Gwareziñ ha reneveziñ ar glad ===
Da vare an [[Dispac'h gall]] e voe prenet gant ur marc'hadour pinvidik en em lakaas da werzhañ ar mein anezhañ.
 
Prenet e voe ar c'hastell gant departamant ar [[Mor-Bihan]] e [[1965]] digant ar familh de Francheville a oa perc'henn warnañ hag a oa krog da glask d'e adkempenn. Gant an departamant e voe kaset al labour adkempenn war-raok, a-zevri, e fin an {{XXvet kantved}}. Dismantroù ur chapel a voe kavet e-kichen ar c'hastell hag enni ul leur daret kaer ; diskouezet e vez al leur-se er c'hastell bremañ.
 
Bremañ en deus adkavet kastell Susinioù e neuz a wechall, neuz ur c'hastell-kreñv eus fin ar [[Krennamzer|Grennamzer]]. Derc'hel a reer d'e gempenn un tammig ha digoret e vez d'ar weladennerien abaoe ar [[bloavezhioù 1980]].
<gallery mode="packed" heights="220px" style="margin-top:20px;">
Château de Suscinio (entrée) Lefèvre-Pontalis.jpg|E deroù an {{XXvet kantved}}