Ar c'horonal ne skriv den dezhañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Krouadur ar pagenn
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 16 Du 2019 da 10:37

Ar c'horonal ne skriv den dezhañ (titl a orin: El coronel no tiene quien le escriba) zo ur romant skrivet e spagnoleg gant Gabriel García Márquez ha troet e brezhoneg gant Aleksandr ar Gall.

Emeur e 1956, en ur gêriadenn war an aod e Kolombia. Bep Gwener ez a ur c'horonel kozh disoudardet d'ar porzh, da c'hortoz keloù eus ul leve en devoa goulenet abalamour d'ar servijoù en devoa roet er brezl diabarzh. Padal ne zeu lizher ebet digant ar gouarnamant, hag e chom nebeut a beadra gant an tiegezh.

Savet eo ar skrid en un doare eeun ha diginkl, kontrol d'an doareoù barok a c'heller kavout e oberennoù all ar skrivagner.