Eurogomunouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 32 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q206743 (translate me)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
An '''eurokomunouriezh''' a zo anezhi un ideologiezh [[politikerezh|politikel]] ha kevredel bet diorroet gant meur a strollad komunour e kornôg Europa war diazezoù tezennoù ar gomunouriezh er bloavezhioù 70. Pal pennañ ar gomunouriezh mod nevez-se a oa klask bezañ soutenet gant labourerion a [[renkad-etre]] hag izili al l[[uskad]]où kevredel a-bep seurt, da skwerskouer ar [[benelouriezh|venelouriezh]] hag al luskad a savet a-du gant gwirioù an [[heñvelrevouriezh|heñvelrevourion]].
 
War un dro e veze nac'het gante souten politikerezh an [[Unaniezh Soviedel]] en un doare dall hag e tifennent mui-ouzh-mui mont-en-dro ar sistemoù ''[[demokratelezh|demokratel]]'', da lâret eo an demokratelezh hervez ar sistemoù kapitalour europat.
Linenn 7:
Un nebeut strolladoù er-maez eus [[Europa]] a savas a-du ivez gant an ideologiezh eurogomunour, en o zouez al ''Luskad evit al Sokialouriezh'' e [[Venezuela]], Stollad Komunour [[Japon]] ha Strollad Komunour [[Aostralia]].
 
E meur a geñver, avat, kentoc'h evit un ideologiezh kreñv, e gwirionez ne dalvezas an eurogomunouriezh nemet da gas ar strolladoù a save a-du ganti d'un duenn ideologel disheñvel war-lerc'h : an darn vrasañ oute, a-seurt gant italianiz, a droas o c'hein d'ar gomunouriezh penn da benn dre vont ez-ofisiel war hent ar [[sokial-demokratelezh]], lod all, seurt re an [[Izelvroioù]] a dibabas an [[ideologiezh c'hlas]] ha lod all a distroas d'ul linenn bolitikel tostoc'h kalz ouzh hini an [[Unaniezh Soviedel]], evel, da skwerskouer Strollad Komunour Frañs er bloavezhioù 1980's.
 
Disklêriet e voe ez-ofisiel an eurogomunouriezh 1977 goude un emvod e [[Madrid]] etre [[Enrico Berlinguer]] e anv Strollad Komunour Italia (PCI), [[Santiago Carrillo]] e anv Strollad Komunour Spagn (PCE) ha [[Georges Marchais]] e anv Strollad Komunour Gall (PCF).
Linenn 16:
Kritiket eo bet dre vras an eurogomunouriezh evit da abeg pennañ:
 
:* Da gentañ-penn, lod a lâre ne oa ket bet troc'het al liammoù gant an [[Unavaniezh Soviedel]] en un doare sklaer a-walc'h. Da skwerskouer, ne oa troc'het al liammoù etre an [[Unaniezh Soviedel]] ha Strollad Komunour Italia nemet e 1981 goude ma oa bet skoet war al luskad [[Solidarnosc]] e [[Polognia]]. Marteze o doa bet oan ar Strolladoù Komunour a fell dezhe mont war hent an eurogomunouriezh rak koll o izili a-gozh o doa desket mont a-du gant an Unaniezh Soviedel]] atav.
 
:* Diouzh an tu all, avat, eo bet tamallet an eurogomouniezh da vezañ chomet hep gallout sevel ul linnen ideologel sklaer ha disheñvel-tre e oa bet an eurogomunouriezh hervez al lec'h ma veze lakaet e pleustr.
Linenn 23:
 
 
:* Hervez an trotskour Ernest Mandel, da skwerskouer, an eurogomunouriezh a vefe anezhi disoc'h an linnen bolitikel bet diorroet en [[Unaniezh Soviedel]] da geñver 1924 o leuskel war he lerc'h ar pal kent da dizhout an dispac'h er bed-holl a-benn plediñ kentoc'h war sevel ar ''gomunouriezh en ur vro nemetken''. Evit dielfennourion a-seurt-se neuze ez eo strolladoù evel Strollad Komunour Frañs ur strollad brogarour ha nac'het gante, ha gant an Unaniezh Soviedel ivez, spered [[etrebroadelouriezh|etrebroadelour]] gwirion ar gomunouriezh reizh.
 
:* Diouzh an tu all avat e oa bet nac'het e oa an eurogomunouriezh un doare komunouriezh en un doare rik gant ar varksourien-leninourien a save a-du gant tezennoù [[Stalin]] dreist-holl. En e levr ''An eurogomunouriezh a zo enepkomunouriezh'', [[Enver Hoxha]] a skrivas e oa an eurogomunouriezh ur bazenn dehour war-du gwanaat ar gomunouriezh wirion (da lavaret eo ar varksouriezh-leninouriezh) a-benn resteurel ar gapitalouriezh dre nac'hañ tezennoù [[Lenin]] ha [[Stalin]], kemeret da diazezoù ar gomunouriezh pleustrek.