Diforc'hioù etre adstummoù "Japaneg"

1 okted ouzhpennet ,  10 miz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Kalonenn ar frazenn zo peurlïesañ ba fin ar frazenn (evel en [[alamaneg]]), goude bezañ distilhet tout an traoù (rener, renadenn, resisañ an amzer hag ar lec'h), gant nemedennou goulskoude dre gomz. Ur verb eo kalonenn ar frazenn peurlïesañ, med c'hell bezañ ur stroll evel anv pe anv-gwan. Na reizh, na niver zo bar japaneg, ne vez ket displeget ar verboù hervez ar gour (me, te, eñ ...), roiñ a ra ar rannigoù digemm da anaout karg ar gomz bar frazenn.
 
Ouzhpenn vez diferet ar japaneg gant e sistem evit an enorioù, diwar skwerskouer langajoù zo ba Azia : ne vez ket kaozeet e memes mod ma vez graet resped pe get d'an nen, implijet eo da neuze verboù all pe stummoù gramadeg all. Hag ar mod-se pa vez lâret "resevet m'eus ur c'hado", implijet vo verboù difer, m'eo bet resevet digant ur mignon pe ur profesour.
 
Hag ouzhpenn da se, laket da enep an "uvelded" (evidor an-hunan pe ar strollad) hag ar "resped" (evit an den o kaozeal ganeor), sed un dra vez graet alïes bar langaj-se. hag ar mod-se vo diw gomz bewech evit tout ar c'homzoù evit lâret tud ar familh (tad, mamm...), unan evit lâret tud e familh hag unan all evit ar re all.
Implijer dizanv