Diforc'hioù etre adstummoù "Armerzh"

1 okted ouzhpennet ,  1 bloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dre o studiennoù e klask an armerzhourien analizañ e peseurt mod e vez produet peadra kevredigezh Mab-Den ha penaos e vez addalc'het d'an dud tout. Klask a raint propozañ displegadennoù evit-fed n'eo ket en he reizh ar [[kevredigezhioù|gevredigezh]], hag ar fed ma c'hellfe-hi mont war wellaat. Tu zo dehe sevel studiadennoù a-benn istimañ dilerc'hioù ul lezenn pe ur mennad lezenn. Rezultajoù ar studiadennoù-mañ (hag a c'hell bezañ lavar-dislavar deus ur stumm d'eben) a vez implijet a-wechoù gant ar gouarnamañchoù evit reoliata an armerzh.
 
An armerzh, hag an doare ma vez renet gant ar gouarnamañchoù, a zo liammet gant [[prederouriezh]]ioù [[politikerezh|politik]]. Da skwerskouer eo bet savet [[Unaniezh Europa]] en sell d'ober evit an ober asambles etre ar Stadoù european a-benn ma ve dibosupl d'ar broioù brezeliañ. Evit an dud eo bet savet ive, dreist pep tra evit fed penaos e vez ingalet ar pinvidigezhioù e-barzh ar gevredigezh.
 
Abaoe fin an XXvet kantved eo an armerzh un dalc'h ekolojik. Ya 'vad, ar peadra naturel o vont war vihannaat gant an oberiantizoù armerzh (diforestañ, mammennoù nerzh, kailh) ha n'eo ket na koll na gounit kennebeut war ar blanetenn evit-fed an hin, al lies ma'z eo ar boudoù enni... Gant-se e teu an nen da sellet a-dost ouzh an Diorroadur padus.
Implijer dizanv