Grant Lee Buffalo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 8 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q1543204 (translate me)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Grant Lee Buffalo''' a oa ur strollad [[sonerezh rock|rock]] a [[Los Angeles]], ennañ Grant-Lee Phillips (kan ha gitar), Paul Kimble ([[gitar-boud]]) ha Joey Peters ([[taboulin]]où). Ar tri soner-mañ a oa bet e-barzh ur strollad arall e Los Angeles : Shiva Burlesque. 4 [[albom]] zo bet graet gete get ar strollad-se, an hani diwezhañ, "[[Jubilee]]" e 1998, hep Kimble, aet kuit ag ar strollad. Àr-lerc'h ar bladenn diwezhañ-mañ e voe freuzet ar strollad ha Phillips a gendalc'has get ur remzad solo en ur ober berzhig a-walc'h. E 2001 e teuas er-maez "Storm Hymnal", un dastumadeg sonennoù "single", rouez pe chomet diembann.
 
Liv ar [[sonerezh country]] a zo àr sonerezh Grant Lee Buffalo, get blaz America a-dra-sur (Neil Young pe [[Timothy Buckley|Tim Buckley]] ha re 'rall), kaset get [[mouezh]] fromus Phillips. Politikerezh ha kudennoù ar gevredigezh a vez diskuilhet er pozioù (da skwerskouer "Lone Star Song" en album "Mighty Joe Moon" hag a veneg seziz truezus [[Waco (Teksas)|Waco]]). Troiadoù sonadegoù get strolladoù bras o deus graet e-pad hanterenn gentañ ar bleioù 1990 (REM, Pearl Jam ha the [[Smashing Pumpkins]]).
 
==[[Albom]]où :==