Viktor Kortchnoy : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D clean up, replaced: , → , (2), removed: Rummad:C'hoarierien echedoù using AWB
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 10:
Kelennet e voe an [[echedoù]] dezhañ gant e dad pa oa seizh vloaz. E 1943 e emezelas e klub [[echedoù]] palez ar pionerioù e [[Leningrad]]. Kampion "junior" [[Unaniezh Soviedel]] e voe e 1947 ha 1948. Dont a reas da vout mestr e 1951. Dibabet e voe e 1952 evit kemer perzh e kampionad [[Unaniezh Soviedel]]. Mestr etrebroadel e teuas da vout e 1954, da lavaret eo unan eus gwellañ c'hoarerion er bed.
 
Pemp gwezh e voe kampion [[Unaniezh Soviedel]], e 1960 e [[Leningrad]] da skwerskouer. E 1976, e-pad un tournamant etrebroadel en [[Izelvroioù]] en [[Amsterdam]] e tivizas divroañ. Chomet oa e wreg hag e vab en [[Unaniezh Soviedel]]. Ar FIDE a skoazellas anezhe da gaout an aotre da zivroañ. En [[Izelvroioù]] e reas e annez da gentañ a-raok mont da [[Suis]]: e anv ar vro-mañ e kemer perzh en tournamantoù etrebroadel.
 
Goude e zivroañ, Kevre [[Unaniezh Soviedel|Soviedel]] an [[Echedoù]] a c'hourc'hemennas d'ar vistri [[URSS|soviedat]] nac'h kemer perzh en tournamantoù pa vefe pedet Korchnoi. Padout a reas betek 1984: asantiñ a reas dilezel en ur bartienn bet gounezet gantañ a-enep da [[Garry Kasparov]], en eskemm da vout pedet en tournamantoù da zont gant mistri [[URSS|soviedat]] . Asantet e voe d'ar marc'had. Koll a reas Korchnoi a-enep da [[Garry Kasparov]]: 4/7.