Alan Turing : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
Da geñver an [[eil brezel bed]] e laboure evit gouarnamant [[Rouantelezh-Unante|Breizh-Veur]] evel dielfennour kodoù hag implijout a rae d'ar mare-se urzhiataerioù evit dont a-benn da gompren testennoù an Alamanted bet skrivet gant kodoù disheñvel-tre da diskoulmañ gant an doareoù boas bet implijet betek-hen.
 
Un den [[gae]] e oa Alan Turing hag e [[1952]] e oa bet dizoloet o kaout darempredoù reizhel gant ur paotr all ha dre ma oa d'ar mare-se c'hoazh un [[torfed]] an [[heñvelrevelezh]] e [[Bro-Saoz]] e oa bet barnet ha rediet da dibab etre mont d'an [[toull-bac'h]] pe bezañ [[Spazhadur kimiek|spazhet ez-kimiek]], da lâret eo implijout [[hormonoù]] ar maouezed, da skwerskouer an [[estrojen]] evit izelaat live e [[lusk reizhel]]. Evit chom hep mont d'an toull e oa bet spazhet met abalamour d'an hormonoù ne deue ket a-benn ken da zihodiñ e kregiñ a rae e [[divvronn]] da vrasaat betek re. Goude daou vloaz o c'houzañv efedoù ar spazhadur kimiek e'n em lazhas Turing gant [[sianur]] e [[1954]].
 
== Gwelet ivez ==