Enver Hoxha : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 17:
Kenderc'hel a reas Hoxha da zifenn tezennoù marksour-leninour hervez Stalin pa deuas [[Nikita C'hrouchtchov]] da gemer e blas en ur nac'hañ tezennoù Stalin. Troc'het e oa neuze Albania diouzh ar ar peurrest eus eus ar stadoù sokialour a soutene an Unaniezh Soviedel. E-kerzh an dizemglev etre an [[Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel|Unaniezh Soviedel]] ha Sina e savas Albania a-du gant Sina e 1960, hag e troc'has an holl liammoù gant an Unaniezh Soviedel ez-ofisiel bloaz war-lerc'h. E 1968 e tivizas Albania tec'hout diouzh [[Emglev Varsovia]] pa oa bet aloubet [[Tchekoslovakia]] e 1968 gant and Unaniezh Soviedel.
 
E 1967, goude ugent vloaz bennaket o stourm a-enep d'ar [[relijion]]où e c'hellas Enver Hoxha disklêriañ ez-ofisiel e oa deuet Albania da vezañ ar vro [[Didoueelezh|didoue]] kentañ er bed. Levezonet gant an [[Dispac'h Sevenadurel]] e Sina, e krogas da dapout lec'hioù relijiel a-bep seurt evit o adimplijout e servij an holl, da skwerskouer meur a iliz hag a voskeenn a voe adimplijet da sinema pe da labouradeg.
 
Pa varvas Mao 1976 e didroc'has Enver Hoxha al liammoù etre Sina hag Albania o lâret ne oa ket sokialour ken ar vro-se. Goude an dizemglev-se ne vane nemet Albania evel stad a soutene c'hoazh en un doare ofisiel tezennoù ar varksouriezh-leninouriezh rik.