Tatouadur : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Kemmoù 183.82.100.53 (Kaozeal) distaolet; adlakaet da stumm diwezhañ Dexbot
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14:
Daoust ha ma vez implijet c'hoazh meur a deknik hengounel dre ar bed evit terriñ ar c'hroc'hen a-benn lakaat al liv da vont dindanañ, a-wechoù poanius-tre, an teknik muiañ-implijet hiziv en [[Europa]] hag [[Amerika]] a zo un ardivink tredan ijinet gant Samuel O'Reilly e [[1891]], ennañ meur a nadoz voan.
 
Dre ma'c'h eo bet implijet an tatouadur gant stolladoù zo evel ar [[yakuza]] e Japan pe gant an dud bet en toull-bac'h en Europa, e meur a sevenadur e vez graet al liamm gant an tatouadur, o krediñ ec'h eo torfedour eo an neb a zo bet livet e groc'hen hag e meur a vro e vez klasket kuzhat an tatouadurioù e lec'hioù zo, da skwerskouer war al labour.
 
Posupl eo tennañ kuit un tatouadur war-lerc'h, peurliesañ dre implijout ul [[laser]], met ker e koust ha poanius-tre e c'hell bezañ. Teknikoù nevesoc'h zo ivez a implij an drenkenn c'hlikolek.