Tud daou spered : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 14 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q301702 (translate me)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 12:
Implijet e vez hiziv an termen ''tud daou spered'' kentoc'h evit an termen deuet da vezañ negativel hag a veze implijet a-gent gant Europiz evit kaozeal eus seurt tud "''berdache''" (diwar ar [[galleg]] ''bardache'', savet d'e dro diwar ar [[perseg]] ''bardaj'' pe ''barah'' "gast (paotr)"). Implijet e oa an termen "daou spered" ([[saozneg]]: "two-spirit", savet diwar an [[ojibweg]]: ''niizh manitoag'', "daou spered") evit ar wezh kentañ e [[Winnipeg]] ([[Kanada]]) e [[1990]] da geñver trede emgav etremeuriadel [[gae]] ha [[Lesbianelezh|lesbian]] pobloù orin Amerika.
 
An dud daou spered a wisk ur meskaj dilhad evit diskwel int paotred ha merc'hed war un dro gant un [[Stad-den revel|identelezh (pe ''stad-den'') revel]] resis disheñvel diouzh tud all ar meuriad ha c'hoari a reont ur rol arbennik er [[Kevredigezh|gevredigezh]], da skwerskouer ober war-dro ar re glañv hag ivez ar re varv, kontañ ar [[Mojenn|mojennoù]], kanañ ha dañsal, rakwelet an dazont hag all.
 
E meuriadoù zo e veze lakaet dud daou spered e korf ur vaouez da benn ar meuriad ha leusket e vezent da hemolc'hin, da besketa pe nouspet tra a veze graet ez-hengounel gant ar c'houred.
 
Daoust ma vez kavet tud daou spered e kalz a veuriadoù pobloù-orin eus Amerika ne oa ket bet anezhe en holl gwitibunan, da skwerskouer ar [[Komanched|Gomanched]], an [[Eyaked]] hag an [[Irokwoyed]] hag ivez an [[Apacheed]] (estreget meuriadoù apacheed resis evel al [[Lipaned]], pe ar [[Meskaleroed|Veskaleroed]]).
 
Levezonet e oa bet hogozig holl pobloù-orin Amerika gant an dismegañs ouzh an dud [[Heñverevelezh|heñvelrevel]] bet degaset gant Europiz, met donoc'h e oa bet levezonet meuriadoù zo evit reoù all, dreist-holl an Apacheed.