Keginañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Dibab, produiñ ha prenañ boued: All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|kl}} using AWB (10902)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 28:
Hiziw c'hoazh, ewid an darn vrassañ deus an dud war an douar, e ta ar boued deus jardinoù pe deus ar labour-douar-bewañs, – da lâred ew : deus produksionoù lokal. Variete ar boued a zepant neuse deus biodiversite beb kornad-bro. Ba broioù industrialiset e vez degasset ar boued deus komersioù-tost ha supermarc'hajoù. Kaved e vez produioù fraost, hanter-aoset, pe prest da zebriñ (ne chom ket mui 'med da boazhañ an traoù).
 
Bremañ pa vez koñvers e-leizh etre ar broioù, e vez kaved frwezh ha legumaj hed-ha-hed ar bloaz, pezh ne oa ked gwezhall-gozh. An dra-se en-deus chañched boasioù-debriñ hà ritoù so. (Da skwerskouer n'eus ked à dalvoudigezh mui ofriñ un aval-orañj ewid Nedeleg - pa vez gwraed ''aval-nedeleg'' deus ar frwezh-se ba lec'hioù so.)
 
Bouedoù so ne vesont ked debret kén, goude fenomenoù-mod, pe dre emaint bed dilesed gant an industri agro-alimentar.