Mikael an Noblez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 31:
 
[[File:014 Le Nobletz taolen 4 Le miroir du monde.JPG|thumb|left|''[[taolennoù|Taolenn]]'' : kartenn eus melezour ar bed. ]]
E-pad daou pe tri bloaz warn-ugent, e kelenn ar c’hatekiz d’an dud fidel ; mont a ra da welet an dud paour hag a re glañv ; lakaad a ra da dalvezout doareoù nevez evit kelenn ; skrivañ a ra [[kantikoù]] brezhoneg. Evit rei brud d’e brezegennoù, e ra diouzh ur c’hiz savet gantañ : livañ [[taolennoù]] war gartenn m’eo treset warno a beb skeudennoù eus ar vuhez. Diwezhatoc’h e vo savet, diwar ar skwerskouer-se, meur ha meur a daolenn ar misionoù.
 
E [[1639]] pe [[1640]], e teuas dom Mikael en-dro en e [[eskopti Leon]] : un ti a brenas e [[Konk-Leon]], ma chomas ennañ e-pad an daouzek pe trizek bloavez diwezhañ eus e vuhez. E [[1651]] pe [[1652]], e oe roet dezañ gant Doue kaout merkoù [[Pasion Jezuz|Pasion Or Zalver]] en e gorv <ref>Jean-Michel Le Boulanger, ''Michel Le Nobletz'', Douarnenez, 2001, p. 168</ref>. Mervel a reas e Konk-Leon, d’ar 5 a viz Mae [[1652]], d’an oad a bemzek vloaz ha tri-ugent.