Saik Falc'hun : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 22:
}}
 
'''Saik Falc'hun''' (1913-1996), '''Jean-François Falc'hun''' en ti-kêr, '''Yann-Frañsez Falc'hun''' pa oa rener ar gelaouen ''[[Kroaz Breiz]]'', a oa ur beleg breizhat hag anun troour brezhonek.
Arabat droukveskañ anv ar beleg-se gant hini e genderv [[Frañsez Falc'hun]] (1909-1991), [[chaloni]] ivez eveltañ, a oa o kelenn brezhoneg e [[Skol-veur Roazhon]] da gentañ, hag e [[Skol-veur Brest]] da c'houde, hag a oa aluzenner-meur ar [[Bleun-Brug]] eus 1956 da 1959.
Linenn 33:
Eus [[1955]] betek ar bloavezhioù [[1958]] e voe person-kanton [[Gwitevede]], ha goude-se, person-kanton [[Lesneven]]. Anvet e voe da berson-arc'hbeleg [[Kastell-Paol]] e [[1967]], met ret e voe dezhañ dilezel e garg e [[1970]] dre ma oa skoet klañv. Mont a reas da chom da di e vreur Klaoda Falc'hun<ref>Klaoda Falc’hun (1918-1999), bet eil-aluzenner broadel Y.K.A.M. (Yaouankizoù kristen ar maezioù, pe « J.A.C.» e galleg), person [[Plougonven]] e 1963, person [[Kerfeunteun]] e 1966, person [[Daoulaz]] e 1970, person [[Dirinonn]] e 1982, hag [[aluzener]] Manati Kerbeneat e 1994.</ref>, person [[Daoulaz]] e 1970, da c'houde da bresbital [[Dirinonn]] e 1982, a-raok mont da di-retred Keraodren e 1994. Mervel a reas e Brest d'ar 26 a viz C’hwevrer [[1999]].
 
Labouret en doa Saïk Falc'hun war-dro fin e vuhez gant [[Job an Irien]] evit lakaat e brezhoneg « ''[[Liderezh an Eurioù|Pedenn an deiz]]'' »<ref>''Pedenn an Deiz'', [[Ti embann Minihi Levenez]], 1988, 622 p.</ref>, ul levr-pediñ gant pedennoù pemdeziek an Iliz, ha goude-se gant [[Pêr Guichou]] ha Job an Irien evit gwelet en-dro holl an droidigezhioù<ref>« An ollholl droidigezhiou a zo bet gwelet en-dro hag eo bet lezet da gostez, pe be chañchet gand an Iliz abaoe an troidigeziou kenta » Cf. ''Minihi Levenez'', n°54-55, « Heñchou nevez », Genver-Ebrel 1999, p. 28-30</ref> al [[Levr oferenn|Levr-oferenn]] embannet gant [[Minihi Levenez]] e 1997.
 
==Oberennoù==