T-26 (tank) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: replaced: a o → a o using AWB
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Produet e voe kalz muioc'h an tank-se evit ar re all a oa er memes maread. Ouzhpenn 11 000 a voe savet. E-pad ar bloavezhioù 1930, an URSS a broduas 53 doare disheñvel eus an tank T-26. Lod anezho a oa tankoù skarzher-tan, reoù doare karbed ijinerien stourm, doare kanol emgefreek, traktourioù kanolierezh. Tri stumm disheñvel warn-ugent a voe produet dre linennoù sevel, ar peurrest a oa reoù taol-arnod.
[[Restr:Destroyed 19th tank division near Vojnitsa-Lutsk highway.jpg|thumb|Tankoù T-26 distrujet e-pad [[Emgann Brody (1941)|Emgann Brody]]. Dre ma pade an [[Oberiadur brezel Barbarossa]] e oa anat e oa re lijer hobregon an tank evit [[Talbenn ar Reter (Eil Brezel-bed)|talañ]] ouzh nerzhioù an [[Trede Reich]].]]
 
An T-26 gant ar [[BT (tank)|BT]] a oa nerzhioù diazez hobregonet al Lu Ruz e-pad mare an etre daou brezel. An T-26 a oa an tank implijetañ e-pad [[Brezel-diabarzh Bro-Spagn|Brezel diabarzh Spagn]] (1936-1939) hga ur roll bras en devoa bet e-pad Emgann Lenn Khasan e 1938. implijet kalz e voe ivez e-pad [[Brezel ar Goañv]] (1939–40). Daoust ma oa dispredet pa oa kroget an [[Eil Brezel-bed]], an tankoù T-26 a oa ar re niverusañ c'hoazh el Lu Ruz a-fed nerzh hobregon pa oa bet taget ar vro gant Alamagn an trede Reich hag e harperien e miz Even 1941 e-pad an [[Oberiadur brezel Barbarossa]]. An T-26 a oa be timplijet a-enep an Alamanted hag o harperien e-pad [[Emgann Moskov]] (1941–42), [[Emgann Stalingrad]] (1942-1943) hag [[Emgann ar C'haokaz]] (1942–1943). Lod unvezioù tankoù T-26 eus [[Talbenn Leningrad]] o devoa implijet anezho betek 1944. An tank lijer soviedel T-26 a oa bet implijet betek Eost 1945, e-pad faezadenn Japaniz Lu ar ar C'hwantung Army e Manchouria.
[[Rummad:Tankoù URSS]]
[[Rummad:Tankoù]]