Diforc'hioù etre adstummoù "Kompiler"

1 671 okted lamet ,  11 miz zo
Adkas war-du Kempuner
D (fazioù)
(Adkas war-du Kempuner)
Tikedenn : Adkas nevez
#ADKAS [[Kempuner]]
Ur '''c’hompiler''', pe ur '''c'hempuner''', a zo ur meziant a dro ur [[program]] eus e stumm mammenn — un destenn — d’ur stumm binarel a c’hell bezañ peurgaset gant un [[urzhiataer]], peurliesañ dindan kontroll ur [[reizhiad korvoiñ]] resis.
 
== Labour ur c’hompiler ==
 
=== Dielfennerezh geriadurel ===
 
Da gentañ e vez lennet pep arouez er vammenn. Strollet e vez an arouezoù e jetoueroù. Da skouer, el linnen-mañ:
 
<kbd>
frouezh = avaloù + perennoù
</kbd>
 
Strollet eo <kbd>f</kbd>, <kbd>r</kbd>, <kbd>o</kbd>, <kbd>u</kbd>, <kbd>e</kbd>, <kbd>z</kbd>, <kbd>h</kbd> evit sevel ar jetouer <kbd>frouezh</kbd>.
 
=== Dielfennezezh sintaksel ===
 
Strollet eo ar jetoueroù, « gerioù » ar program, evit ober « frazennoù » a c’hell bezañ peurgaset gant un urzhiataer. Gant ar memes skouer eo savet un heuliad oberiadurioù : sammañ <kbd>avaloù</kbd> ha <kbd>perennoù</kbd>, lakaat an disoc’h e <kbd>frouezh</kbd>.
 
=== Gwiriañ an tipoù ===
 
Rankout a ra tipoù ar variennoù bezañ kempoell. Er skouer a-üs e rank <kbd>avaloù</kbd> ha <kbd>perennoù</kbd> bezañ niveroù, ha n’eo ket, da skouer, chadennoù (variennoù a zo testennoù enno).
 
=== Produiñ kod binarel ===
 
Troet eo ar frazennoù da god binarel a ra gant kement urzhioù a c’hell an urzhiataer hag ar reizhiad korvoiñ peurgas.
 
=== Gwellaat ar c’hod ===
 
Dielfenn a ra ar c’hompiler ar c’hod binarel evit klask lakaat tammoù kod efedusoc’h e lec’h ar re produet e penn kentañ.
 
== Lennadur ==
 
* {{en}} ''Compilers: Principles, Techniques, and Tools'', Alfred V. Aho, Monica S. Lam, Ravi Sethi, Jeffrey D. Ullman, Pearson Education, Inc., 2006.
 
[[Rummad:Urzhiataerezh]]
Implijer dizanv