C (lavar programmiñ) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Adkas war-du C (areg gouleviñ)
Tikedenn : Adkas nevez
Linenn 1:
#ADKAS [[C (areg gouleviñ)]]
Un [[areg gouleviñ]] [[kempuner|kempunet]] eo an areg '''C'''. Gallout a ra ur [[goulev]] skivet e C bezañ kempunet evit meur a [[reizhiad korvoiñ]] evel [[Microsoft Windows]], [[Unix]], [[Linux]], ha kalz re all. Dre m’eo C ul lavar tost da hini ar c'horrgewerier e c’heller sevel goulevioù efedus-kenañ ennañ, met evit ar memes abeg eo diaesoc’h gouleviñ e C eget el lodenn vrasañ eus an aregoù all.
 
Implijet eo an areg C evit skrivañ reizhiadoù korvoiñ, ha dreist-holl o gwiskadoù izel evel ar c’hraoñell, met ivez meziantoù a bep seurt: meziantoù burev, ostilhoù, c’hoarioù, hag all.
 
== Istor ==
 
Krouet eo bet an areg C er [[bloavezhioù 70]] gant [[Brian Kernighan]] ha [[Dennis Ritchie]], da gentañ evit sevel ar reizhiad korvoiñ [[Unix]]. Er mare-se e oa ar reizhiadoù korvoiñ skrivet en [[asambler]], lavar pep korrgewerier; neuze e oa ret adskrivañ anezho evit pep korrgewerier, ha diaes e oa bewech. Dre ma oa skrivet ul lodenn vras eus mammenn Unix e C e oa ur c’hod hepken a c’helled kempunañ evit pep korrgewerier, ha ne oa ret skrivañ en asambler nemet lodennoù bihan ar vammenn.
 
=== Doareoù ===
 
Lakaet o deus Kernighan ha Ritchie da c’houzout an areg C en o levr, ''The C programming language'' (1978). War-lerc’h eo deuet an doare-se d’an areg da vezañ anavezet evel ''K&R C'' (Kernighan ha Ritchie).
 
E 1989 eo deut er-maaz un doare d’an areg C standardizet gant an [[ANSI]], anvet ANSI C.
 
Deut eo er-maez doareoù nevez ha modernoc’h an areg e 1999 (C99), 2011 (C11) ha 2018 (C18).
 
== Mammenn ur goulev C ==
 
Mammenn ur goulev C, da lavarout eo an destenn skrivet gant ar goulever, zo ur restr destenn pe meur a hini, ".c" o astenn dre gendiviz.
 
Evit lañsañ ar goulev e ranker lakaat ur [[kempuner|c’hempuner]] da lenn ar vammenn ha produiñ ur restr da beurgas. Kempunerioù C zo evit al lodenn vrasañ eus ar [[reizhiad korvoiñ|reizhiadoù korvoiñ]] ha meur a hini zo [[meziant frank|meziantoù frank]], en o zouesk gcc<ref>[https://gcc.gnu.org/c99status.html Status of C99 features in GCC]</ref>, kempuner C [[GNU Compiler Collection]]), ha clang<ref>[http://clang.llvm.org/ Clang: a C language family frontend for LLVM]</ref>, kempuner C [[LLVM]].
 
== Framm ur goulev C ==
En ur goulev skrivet e C e kaver ur fonksion anvet "main", peurgaset e penn kentañ pa vez lañset ar goulev. Da skouer, sed amañ ur goulev dematañ :
 
<syntaxhighlight lang="C">
int main(int argc, char **argv) {
printf("Demat d’an holl !");
}
</syntaxhighlight>
 
Echuiñ a ra pep linenn gant ur pik-virgulenn (<kbd>;</kbd>).
 
Gallout a reer lakaat notennoù etre <kbd>/*</kbd> ha <kbd>*/</kbd>. Ar c’hempuner ne ra mann ebet ganto, met gallout a reont bezañ talvoudus evit lennerien ar goulev.
 
<syntaxhighlight lang="C">
int main(int argc, char **argv) {
printf("Demat d’an holl !"); /* Gwelloc’h bezañ seven gant an implijer */
}
</syntaxhighlight>
 
== Gwelout ivez ==
 
* [[C++]], un areg gouleviñ savet diwar C.
 
== Daveoù ==
 
{{Daveoù}}
 
[[Rummad:Aregoù gouleviñ]]