Katalonia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 158:
E 2003 ez eas ar maout e dilennadegoù ar Parlamant gant ar strollad [[Strollad Sokialourien Katalonia|PSC]] asambles gant [[Esquerra Republicana de Catalunya|ERC]] hag [[Iniciativa per Catalunya Verds|ICV]] ha dont a reas [[Pasqual Maragall]] da Brezidant ar Generalitat. Divizet a reas ar gouarnamant labourat war ur Statud Emrenerezh nevez ha kreñvaat emrenerezh ar vro. Adoptet e voa ar [[Statud emrenerezh Katalonia (2006)|Statud nevez]] gant ur referendom goude ma oa bet votet er Parlamant katalan ha kemmet gant [[Cortes Spagn]]. Evelato, ha daoust d'ar c'hemmoù-se o doa disteraet kalz ar Statud e-keñver lakaat war-raok eo Katalonia ur vroad ha plas ar c'hatalaneg e emsavadurioù ar Generalitat, e oa diwanet e Spagn ur sañtimant enep-katalan kreñv, maget dreist-holl gant kabaliñ ar [[Partido Popular]] a-enep ar Statud en e bezh, betek goulenn boykotiñ ar produioù katalan.
 
===SevSav an dizalc'hidigiezh e Katalonia, un tabut diabarzh ha diavaez===
Kaset e voe ar Statud dirak al [[Lez-Varn Bonreizh Spagn|Lez-Varn Bonreizh]] gant mirourien Spagn (renet gant [[Mariano Rajoy]] az eas da [[Prezidant Kuzul Spagn|Gentañ Ministr]] war-lerc'h evit klask nullañ anezhañ. E [[2010]] e voe nullet melladoù a-bouez er Statud, dreist-holl ar pezh a denne d'ar vroad (en ur dennañ talvoudegezh ar mellad 1 a-fet gwir hag en ur reiñ un talvoudegezh aroueziek nemetken), da statud ar yezh, d'an aozadur tiriadel, da sistem ar justis (a vije bet dizalc'h eus Spagn) hag an doare da arc'hantaouiñ ar Generalitat. Diwan a reas neuze ul lusk e kevredigezh Katalonia war an emdermeniñ gant manifestadoù bras dindan ar ger stur ''Som una nació. Nosaltres decidim'' (''Ur vroad omp, deomp-ni da zivizet'') a vodas ur milion a dud.