Geologiezh Kreta : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Nebeut a-walc’h a c’hlazur ha kalz a c’herreg noazh a zo e [[Kreta]], met ar pezh a zo anat pa weladenner ar vro eo ar gouelezennoù, ar faoutoù pe c’hoazh gaoliennoù ha plegoù a weler e-leizh dre ar vro. E krec’h ar menezioù ez eus mein razek ha tornaodoù serzh, nantoù don ha strizh, aodoù izel ha serzh o zornaodoù, [[mein-sklent]] glas-gwer, mein priek ([[filit]]), [[mein -raz]] o liv sklaer bet disleberet gant ar glav hag an avel ha [[mein -margek]] strujus. Liesliv eo Kreta neuze.
 
Lavarout a ra ar c’heologourien e krogas istor an Douar e-tro 4.5 miliard a vloavezhioù ‘zo. D’ar c’houlz-se ne oa ket a vuhez war an Douar, pell ac’hane, met goloet e oa a [[vein -teuz|mein-teuz]] damgaledet, un atmosferenn (aerwisk) koumoul nitrogen (azot) ha heliom ouzh hec’h ober. Tamm-ha-tamm e yenaas ar blanedenn zouar o krouiñ neuze morioù pe zouar a bep  eil. Ur gwir rouestladeg e oa neuze.