Geologiezh Kreta : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Nebeut a-walc’h a c’hlazur ha kalz a c’herreg noazh a zo e [[Kreta]], met ar pezh a zo anat pa weladenner ar vro eo ar gouelezennoù, ar faoutoù pe c’hoazh gaoliennoù ha plegoù a weler e-leizh dre ar vro. E krec’h ar menezioù ez eus mein razek ha tornaodoù serzh, nantoù don ha strizh, aodoù izel ha serzh o zornaodoù, [[maen-sklent|mein-sklent]] glas-gwer, mein priek ([[filit]]), [[maen-raz|mein-raz]] o liv sklaer bet disleberet gant ar glav hag an avel ha [[maen-margek|mein-margek]] strujus. Liesliv eo Kreta neuze.
 
Lavarout a ra ar c’heologourien e krogas istor an Douar e-tro 4.5 miliard a vloavezhioù ‘zo. D’ar c’houlz-se ne oa ket a vuhez war an Douar, pell ac’hane, met goloet e oa a [[vein-teuz|mein-teuz]] damgaledet, un [[atmosferenn]] (aerwisk) koumoul nitrogen (azot) ha heliom ouzh hec’h ober. Tamm-ha-tamm e yenaas ar blanedenn zouar o krouiñ neuze morioù pe zouar a bep  eil. Ur gwir rouestladeg e oa neuze.
 
 
Ouzhpenn 500 milion a vloavezhioù ’zo, e oa al lec’h a oa da zont da vezañ Kreta, e strad mor Tethis ([[Tethys|Tezhis)]], ha ne oa buhez ken nemet er mor. Danvez gouelezenniñ a veze kaset gant ar stêrioù davet aodoù [[Pangaea]], kaset gant an avel hag an dour ha mesket gant kregin-mor a bep seurt a yeas holl da ober gouelezennoù ha goude [[mein -gouelezennek]]. En-dro da 200 000 000 a vloavezhioù ‘zo e krogas Pangaea d’en em derriñ pa voe krouet [[plakennoù kevandirel]]. E-tro 70 milion ha 55 milion a vloavezhioù ‘zo ez eas plakennoù kevandiroù [[Afrika]], [[India]] ha [[Lavrasia]] d’en em skeiñ an eil en egile, ar pezh a redias foñs mor Tezhis da ober un aradennad menezioù ha plegoù  eus an [[Atlas]] hag ar [[Pireneoù]] betek an Alpoù ha pelloc’h er [[C’haokaz]] hag en [[Himalaya]].
 
 
El lec’h m’emañ Kreta en deiz a hiziv e oa ur mor don 25 milion a vloavezhioù ‘zo, meet adalek neuze, e penn-kentañ ar [[Miosen]], e voe ur pezh darvoud [[tektonek]] a gasas foñs ar mor war-grec’h betek bezañ a-live gant ar mor. Evel-se e voe krouet un douar nevez a c’haller anvañ douar [[Aegeis]], daoust ma ne oa den ebet o vevañ d’ar c’houlz-se c’hoazh ! Ar re a oa anezhe neuze a oa olifanted[[olifant]]ed divent, yourc’hed[[yourc’h]]ed, dourvarc’hed[[dourvarc’h]]ed, arzhed[[arzh]]ed o vevañ e kevioù hag ur bern loened all a c’halle mont ha dont evel e karent. Ne oa ket plaen ar vro rak bez’ e oa aridennadoù[[aradennad]]où menezioù uhel ha lemm. Gouzout a ouzer eo evel-se e voe savet menezioù Kreta daoust ma ne oant ket evel m’emaint en deiz a-hiziv.
 
Kregiñ a reas ar cheñchamantoù e-kostez ar [[Balkanoù]] hag en Azia-Vihanañ. Se a oa pa oa [[Bir Dinarat-Taorek]] oc’h en em stummañ. Ar vir veneziek-se a grog en [[Alpoù dinarat]], a ya a-hed da aradennad [[Haemus]], goude e treuz [[Bro-C’hres]] hag ec’h echu en arradennadaradennad [[Taorus]] en [[Azia-VihaanañVihanañ]]. Dindan ar mor e oa Kreta neuze e-kreiz ar wareg-mañ.
 
Tost da vat 20 million a vloavezhioù ‘zo, beg ar  muiañ er biz Afrika a grogas d’en emskeiñ e [[kevandir]] [[Azïa]]. Goude ur pemp milion a vloavezhioù bennak goude, en em unvanas [[Arabïa]] hag Azïa hag ar pezh a vane eus meurvor Tezhis a voe tapet etre tri c’hevandir ha setu penaos e voe krouet ar [[mor Kreizdouarel]]. A-benn neuzze e oa bet savet Kreta, [[Inizi ar C’helc’had]] hag ar peurrest eus enezennoù ar mor Aegeis[[Aegea]], o doa stummet un aaodaod unanet gaantgant kevaandirkevandir Grees[[Gres]] hag [[Azïa-VihanVihanañ]]. DivlennDiv vralenn ssvras a oa eno hag en-dro da GretahagGreta hag hanternoz ar mor AegeisAegea.
 
Nepell alese, dindan gorre an Douar, e oa tachennadoù bro distabil o fiñval. Ar re-se anvet plakennoù tektonek a lakae ar vro da sevel ha da ziskenn, hag a save pe a ziskenne pluskenn an Douar.  E-kerzh soulsav un aradennad menezioù 12 milion a vloavezhioù ‘zo ee eas d’ar strad ul lodenn vras eus douar Aegeis. Goloiñ a reas ar mor kement tra war-boouezbouez ar menezioù uhelañ. D’ar c’houlz-se, ne oa ken neme ur pevar zolzad meneziek a gement a oa dreist
 
da c’horre an dour da ober enezennoù, er vro e-lec’h e vefe un dro bennak Enez Greta. Tost-tre e oa Kreta eus al lec’h m’en em skoas Afrika ha Lavrasia an eil en eben, gant Afrika o vont dindan Lavrasia. Un tammig pelloc’h e oa ur waregad menezioù-tan el lec’h ma teuzas mein Afrika da ober al lava. 12 million a vloavezhioù ‘zo en em zispennas an aod e Gres a oa bet pell unan unvan. Disrannet eo bet Kreta eus Azïa un eizh milion a vloavezhioù ‘zo. Ar « pontoù » etre Kreta hag inizi [[Peloponezia]] a voe torret ur pemp milion a vloavezhioù ‘zo. Bez’ e oa neuze ur mor na oa ket don en-dro d’an inizi nevez. Adkregiñ a reas an inizi ha Kreta da sevel ur pemp milion a vloavezhioù ‘zo ha setu penaos e voe savet ar menezioù uhel hag an douaroù uhel.
 
 
Seurt savidigezh ha soubidigezh a voe anezhe e-pad pell amzer ken e oa 10 000 bloaz ‘zo. Neuze, e-kerzh ar c’houlzad [[Pleistosen]], e voe pemp gwech koulzadoù skorn ha [[skorneier]]. Bernioù dour eus ar mor a yeas d’o ober. Abalamour da se, bep gwech ma voe skorneier ec’h izelaas ar mor a 100 pe 200 metr ! A-drugarez da se eo e voe unanet ar pevar [[tolzad|zolzad]] menezioù ha aodoù ar PeloponezPeloponezia. Goude e teuzas ar skorn hag e voe beuzet ar vro adarre. Goude ar c’houlzad skorneieerskorneier diwezhañ 12 000 bloaz ‘zo e teuas ar vro da sioulaat a-benn ar fin. En em goadañ a reas ar vro, stivelloù dour fresk a ziwanas dre-holl, ur gwir varadoz prest da zegemer an Den.
 
 
Siwazh n’eo ket bet gwall studiet paleontologiezh Bro-C’hres ha dre se ne ouvezer ket kalz a dra diwar-benn kentañ tud Enez Greta. Ar re gentañ o vezañ deuet da Greta a seblant bezañ bevet un 12 000 bloaz ‘zo bennak. Goude se e-tro 4 000 pe 5 000 bloaz ’zo e teuas [[Indezeuropiz]] eus ar reter hag en em veskjont gant tud kozh ar vro. Diwar se eo e teuas ar sevenadur minoat. Goude e teuas meuriadoù Gresianed da  vevañ war an enezenn evel an Akaeaned[[Akaeiz]] ha diouzhtu war-lerc’h an Dorianed[[Doriiz]]. Tostoc’h ouzhimp e voe [[Buzantined]], [[Arabed]], Venezianed[[Veneziiz]], [[Turked]], [[Alamaned]] hag a bep seurt tud all da anneziñ ar vro.