Diforc'hioù etre adstummoù "Geologiezh Kreta"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Lavarout a ra ar c’heologourien e krogas istor an Douar e-tro 4.5 miliard a vloavezhioù ‘zo. D’ar c’houlz-se ne oa ket a vuhez war an Douar, pell ac’hane, met goloet e oa a [[vein-teuz|mein-teuz]] damgaledet, un [[atmosferenn]] (aerwisk) koumoul nitrogen (azot) ha heliom ouzh hec’h ober. Tamm-ha-tamm e yenaas ar blanedenn zouar o krouiñ neuze morioù pe zouar a bep  eil. Ur gwir rouestladeg e oa neuze.
 
 
Ouzhpenn 500 milion a vloavezhioù ’zo, e oa al lec’h a oa da zont da vezañ Kreta, e strad mor [[Tethys|Tezhis]], ha ne oa buhez ken nemet er mor. Danvez gouelezenniñ a veze kaset gant ar stêrioù davet aodoù [[Pangaea]], kaset gant an avel hag an dour ha mesket gant kregin-mor a bep seurt a yeas holl da ober gouelezennoù ha goude [[mein-gouelezennek]]. En-dro da 200 000 000 a vloavezhioù ‘zo e krogas Pangaea d’en em derriñ pa voe krouet [[plakennoù kevandirel]]. E-tro 70 milion ha 55 milion a vloavezhioù ‘zo ez eas plakennoù kevandiroù [[Afrika]], [[India]] ha [[Lavrasia]] d’en em skeiñ an eil en egile, ar pezh a redias foñs mor Tezhis da ober un aradennad menezioù ha plegoù eus an [[Atlas]] hag ar [[Pireneoù]] betek an Alpoù ha pelloc’h er [[C’haokaz]] hag en [[Himalaya]].
 
 
El lec’h m’emañ Kreta en deiz a hiziv e oa ur mor don 25 milion a vloavezhioù ‘zo, meet adalek neuze, e penn-kentañ ar [[Miosen]], e voe ur pezh darvoud [[tektonek]] a gasas foñs ar mor war-grec’h betek bezañ a-live gant ar mor. Evel-se e voe krouet un douar nevez a c’haller anvañ douar [[Aegeis]], daoust ma ne oa den ebet o vevañ d’ar c’houlz-se c’hoazh ! Ar re a oa anezhe neuze a oa [[olifant]]ed divent, [[yourc’h]]ed, [[dourvarc’h]]ed, [[arzh]]ed o vevañ e kevioù hag ur bern loened all a c’halle mont ha dont evel e karent. Ne oa ket plaen ar vro rak bez’ e oa [[aradennad]]où menezioù uhel ha lemm. Gouzout a ouzer eo evel-se e voe savet menezioù Kreta daoust ma ne oant ket evel m’emaint en deiz a-hiziv.
 
da c’horre an dour da ober enezennoù, er vro e-lec’h e vefe un dro bennak Enez Greta. Tost-tre e oa Kreta eus al lec’h m’en em skoas Afrika ha Lavrasia an eil en eben, gant Afrika o vont dindan Lavrasia. Un tammig pelloc’h e oa ur waregad menezioù-tan el lec’h ma teuzas mein Afrika da ober al lava. 12 million a vloavezhioù ‘zo en em zispennas an aod e Gres a oa bet pell unan unvan. Disrannet eo bet Kreta eus Azïa un eizh milion a vloavezhioù ‘zo. Ar « pontoù » etre Kreta hag inizi [[Peloponezia]] a voe torret ur pemp milion a vloavezhioù ‘zo. Bez’ e oa neuze ur mor na oa ket don en-dro d’an inizi nevez. Adkregiñ a reas an inizi ha Kreta da sevel ur pemp milion a vloavezhioù ‘zo ha setu penaos e voe savet ar menezioù uhel hag an douaroù uhel.
 
 
Seurt savidigezh ha soubidigezh a voe anezhe e-pad pell amzer ken e oa 10 000 bloaz ‘zo. Neuze, e-kerzh ar c’houlzad [[Pleistosen]], e voe pemp gwech koulzadoù skorn ha [[skorneier]]. Bernioù dour eus ar mor a yeas d’o ober. Abalamour da se, bep gwech ma voe skorneier ec’h izelaas ar mor a 100 pe 200 metr ! A-drugarez da se eo e voe unanet ar pevar [[tolzad|zolzad]] menezioù ha aodoù ar Peloponezia. Goude e teuzas ar skorn hag e voe beuzet ar vro adarre. Goude ar c’houlzad skorneier diwezhañ 12 000 bloaz ‘zo e teuas ar vro da sioulaat a-benn ar fin. En em goadañ a reas ar vro, stivelloù dour fresk a ziwanas dre-holl, ur gwir varadoz prest da zegemer an Den.
 
 
Siwazh n’eo ket bet gwall studiet paleontologiezh Bro-C’hres ha dre se ne ouvezer ket kalz a dra diwar-benn kentañ tud Enez Greta. Ar re gentañ o vezañ deuet da Greta a seblant bezañ bevet un 12 000 bloaz ‘zo bennak. Goude se e-tro 4 000 pe 5 000 bloaz ’zo e teuas [[Indezeuropiz]] eus ar reter hag en em veskjont gant tud kozh ar vro. Diwar se eo e teuas ar sevenadur minoat. Goude e teuas meuriadoù Gresianed da  vevañ war an enezenn evel an [[Akaeiz]] ha diouzhtu war-lerc’h [[Doriiz]]. Tostoc’h ouzhimp e voe [[Buzantined]], [[Arabed]], [[Veneziiz]], [[Turked]], [[Alamaned]] hag a bep seurt tud all da anneziñ ar vro.
1 097

modifications