Diforc'hioù etre adstummoù "Areg gouleviñ"

Oc'h erlec'hiañ ar bajenn gant '{{delete}}'
(Redirection supprimée vers Lavar programmiñ)
Tikedenn : Nullañ an adkas
(Oc'h erlec'hiañ ar bajenn gant '{{delete}}')
{{delete}}
Ul '''areg gouleviñ''', a zo ur [[yezh]] artifisiel savet evit reiñ urzhioù hag a c'hell bezañ sevenet gant un ijinenn, un [[urzhiataer]] peurvuiañ . An aregoù gouleviñ a c'hell bezañ implijet evit krouiñ [[goulev|goulevioù]] a gontroll emzalc'h ur mekanik, evit seveniñ un [[algoritm]] resis, pe evit eskemm gant un den. Al lodenn vrasañ eus an aregoù gouleviñ zo enno doareoù skrivañ dibar en o ereadurezh. Lod aregoù a zo termenet en un teul a-ratozh. Da skouer, ar [[C (areg gouleviñ)|C]] a zo termenet gant an [[International Organization for Standardization|ISO]]. Aregoù all, evel [[Perl]], zo enno ur c'hefloueradur (emplementadur) implijet evit dave. Pep areg gouleviñ zo ennañ ur steradur (ster ar gerioù) hag ur c'hevreadur ivez (kevreañ ar gerioù a ya d'ober ar "frazennoù"). Meur a seurt areg gouleviñ e vez kavet, hag e c'heller renkañ anezhe hervez o live. Graet e vez ''aregoù a live izel'', eus an aregoù tost da areg binarel an ijinenn, evel an [[asambler], ha ''lavarioù a live uhel'' d’ar re tost d’an doare ma soñj un den, evel [[C++]]. Hogen e c'heller renkañ anezho ivez hervez an doare ma vez peurgaset ar goulevioù skrivet gante gant an urzhiataer a-raok bezañ erounezet gantañ : an aregoù kempunet hag an aregoù jubennet. An aregoù kempunet a vez savet gant ur [[kempuner|c’hempuner]] da gempunañ ar goulevioù d'ober ur [[restr stlennegel|restr]] tarzh a c'hello neuze bezañ erounezet war un dro gant an ijinenn. An [[C (areg gouleviñ)|areg C]], da skouer, a zo un areg kempunet. An aregoù jubennet o deus ezhomm eus ur [[jubenner]] evit lakaat goulevioù da labourat. [[PHP]] a zo un areg jubennet. [[Rummad:Aregoù gouleviñ]]
412

modifications