Diforc'hioù etre adstummoù "Geologiezh Kreta"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (Gireg Konan en deus kaset ar bajenn Geologiezh Kreta da Geologïezh Kreta)
Nebeut a-walc’h a c’hlazur ha kalz a c’herreg noazh a zo e [[Kreta]], met ar pezh a zo anat pa weladenner ar vro eo ar gouelezennoù, ar faoutoù pe c’hoazh gaoliennoù ha plegoù a weler e-leizh dre ar vro. E krec’h ar menezioù ez eus mein razek ha tornaodoù serzh, nantoù don ha strizh, aodoù izel ha serzh o zornaodoù, [[maen-sklent|mein-sklent]] glas-gwer, mein priek ([[filit]]), [[maen-raz|mein-raz]] o liv sklaer bet disleberet gant ar glav hag an avel ha [[maen-margek|mein-margek]] strujus. Liesliv eo Kreta neuze.
[[Restr:Kerreg pleget Kreta.jpg|vignette|Kerreg pleget hag adpleget en Agios Pavlos, Kreta.]]
 
Lavarout a ra ar c’heologourien e krogas istor an Douar e-tro 4.5 miliard a vloavezhioù ‘zo. D’ar c’houlz-se ne oa ket a vuhez war an Douar, pell ac’hane, met goloet e oa a [[vein-teuz|mein-teuz]] damgaledet, un [[atmosferenn]] (aerwisk) koumoul nitrogen (azot) ha heliom ouzh hec’h ober. Tamm-ha-tamm e yenaas ar blanedenn zouar o krouiñ neuze morioù pe zouar a bep  eil. Ur gwir rouestladeg e oa neuze.
 
1 097

modifications