Diforc'hioù etre adstummoù "Kartenn c'hrafikel"

Dizober kemmoù an IP
(Dizober kemmoù 1853523 a-berzh 92.135.107.22 (kaozeal))
Tikedennoù : Nullañ an adkas Dizober
(Dizober kemmoù an IP)
 
Ar '''gartenn c'hrafikel''', pe '''kartenn video''', a zo he roll kentañ e-barzh an [[urzhiataer]] treiñ roadennoù binarel da skeudennoù diskwelet gant ar [[skramm]]. Peurgas a ra ivez jedadennoù, e keñver skeudennoù pe get.
Ar '''gartenn gevregañ''' (pe '''kartenn krafik''') anvet ivez '''kartenn video''' a zo he roll e-barzh an [[urzhiataer]] amdreiñ ar roadennoù niverel da wereañ e roadennoù kevregat (eleze peurvuiañ kemblac'hel) e c'hello un [[trobarzhell stlennegel|drobarzhell]] wereañ korvoiñ anezhe. Gant ar c'hartennoù kevregañ kentañ e veze kaset pikselioù kevregat d'ur [[skramm]] hag e veze sevenet gante un hollad embregadurioù eeun : * Dilec'hiañ ar blokoù (da skouer, reti al [[logodenn stlennegel|logodenn]]....), * Tresañ linennoù, * Tresañ poligonoù .... Bremañ e vezont aveet gant ur [[kewerier|c'hewerier]] arbennik a vez gouest da seveniñ riñvadennoù kevregañ kemplezh betek an 3D. ==Parzhioù ur gartenn gevregañ== Setu parzhioù pennañ ur gartenn grafik : * Ur '''c'hewerier kevregañ''' (anvet GPU e saozneg - Graphical Processing Unit) hag a zo kalon ar gartenn. Karget eo da geweriañ ar skeudennoù hervez an diarunusted ("resolution") hag al live [[boneg]]añ diuzet. Ur c'hewerier arbennik eo ar GPU o kaout ennañ ditourioù diorroet da geweriañ ar skeudennoù betek ar re 3D. Ur gwenter a vez a-wechoù marc'het warnañ d'e yenaat. * Ar '''vemor video'''. Karget eo da gadaviñ ar skeudennoù keweriet a-raok o gwereañ ([[unvez gwereañ]]). Seul vuioc'h a varr he deus ar vemor video seul kemplesoc'h e c'hello bezañ gwiadezh ar skeudennoù 3D keweriet gant ar gartenn gevregañ. Darn ar vemor implijet da gadaviñ ar skeudennoù a-raok o gwereañ e vez graet "frame buffer" gantañ. Seul vuanoc'h eo ar vemor video (an amzer haeziñ - gwelet "[[memor elektronek|Memor elektronek]]" seul vuanoc'h e c'hello bezañ gwereet ar skeudennoù (pouezus eo evit ar c'hoarioù dreist-holl). * Ar '''RAMDAC''' (Ramdoù Access Memory Digital-Analog Converter). Karget eo d'amdreiñ ar skeudennoù kadavet er "frame buffer" en arhentoù kemblac'hel ("analogic signals") da gas d'ar gwereer. Savelañ a ra talm ar RAMDAC niver skeudennoù dre eilenn a c'hell ur gartenn gevregañ keweriañ (e [[Hertz]]). * Ar '''[[BIOS]] video''' a zo ennañ arventennoù ("parameters") ar gartenn gevregañ. * Ar '''[[ketal|c'hetal]]'''. Ar bus arveret da gennaskañ ar gartenn ouzh an urzhiataer eo. Peurliesañ e vez arveret ar [[bus AGP]] ergrafet da dreuzkas ur c'has uhel a roadennoù neuze azas ouzh ar skeudennoù 3D. Ar [[bus PCI]] express a zeuio a-benn nebeut da erlerc'hiañ ar bus AGP. ==Ar c'hennaskerioù== * Ar c'hetal '''VGA''' skoueriegezhel : aveet eo ar c'hartennoù kevregañ gant ur c'hennasker VGA 15 broch ("mini sub-D") glaz e liv a ro an tu da gennaskañ ur [[skramm|skramm CRT]]. Kevaraezañ a ra da gas arhentoù kemblac'hel a glot gant an tri liv ruz, glaz ha gwer rekis da wereañ ur skeudenn liv. * Ar c'hetal '''DVI''' (Digital Video Interface) e vez permetet gantañ da gas roadennoù niverel d'ar skrammoù ergrafet a-ratozh evit-se hep ober un amdreiñ niverel/kemblac'hel. Ne vez kavet ketalioù a-seurt-se nemet gant ul lodenn eus ar c'hartennoù kevregañ. * Ar c'hetal '''S-Video''' : Ul lugell eo arveret da wereañ ar skeudennoù gant ur skinweler. [[Skeudenn:VGA.png|center|500px]] ==Ar c'hartennoù kevregañ 3D== Domani an 3D a zo nevez a-walc'h ha ro an tu d'ober gant galloudezhioù riñvañ uhel. Argerzh riñvañ un arvest 3D e c'heller dielfennañ e 4 lankad : * Ar skriv : an elfennoù e vez lakaet en o lec'h * Ar "ventoniezh" pe "geometry" : an ergorennoù ("objects") didres a vez krouet * Ar "setup" : didroc'hadur e [[tric'horn|tric'hornoù]] 2D * Ar "rendering" : ar rentet eo, da lavaret eo plakiñ ar gwiadezh Seul vui a lankadoù a-us a vez keweriet gant ar gartenn gevregañ herrekaer seul fonnusoc'h e vez ar gwereañ. Gant ar c'hartennoù kentañ ne veze graet nemet ar "rendering" gante. Abaoe e vez keweriet an daou lankad kentañ gant ar c'hartennoù herrekaer 3D dre c'hras ar "setup engine". An dalc'h a zo da ziskargañ kewerier kreiz an urzhiataer a riñvañ al lankadoù keweriañ 3D. ==Termenoù teknikel== * "2D Graphics" : gwereañ derc'hennadur ("representation") kevregad un arvest hervez 2 ahel x ha y * "3D Graphics" : gwereañ derc'hennadur kevregad un arvest hervez 3 ahel x, y ha z
 
==Lodoù ur gartenn c’hrafikel==
 
* Ur '''mikroprosesor grafikel''' (anvet GPU e saozneg - ''Graphical Processing Unit'') hag a zo kalon ar gartenn. Peurgas a ra kement jedadennoù a zo d’ober evit mont a-benn da broduiñ skeudennoù. Warnañ e vez peurliesañ ur gwenter pe un distaner evit e yenaat.
* Ar '''vemor video'''. Derc’hel a ra ar skeudennoù produet gant programmoù ha kaset d’ar skramm, hag ivez roadennoù all implijet gant programmoù.
* An [[etrefas]], peurliesañ e stumm PCI Express, etre ar gartenn c’hrafikel hag ar gartenn vamm.
* Al '''[[lugelloù]]''' a liamm ar gartenn ouzh ar skramm pe ar skrammoù. Peurliesañ e kaver lugelloù '''DisplayPort''', '''HDMI''', '''DVI''' pe '''VGA'''.
 
 
[[Rummad:Teknologiezh]]
412

modifications