Kartenn gevregañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D En deus gwarezet "Kartenn gevregañ" : SRM request ([Kemmañ=Degemer hepken an implijerien emgadarnaet] (da viken) [Adenvel=Degemer hepken an implijerien emgadarnaet] (da viken))
Dizober kemmoù an IP
Tikedenn : Adkas nevez
 
Linenn 1:
#ADKAS [[Kartenn c'hrafikel]]
Ar '''gartenn gevregañ''' (pe '''kartenn krafik''') anvet ivez '''kartenn video''' a zo he roll e-barzh an [[urzhiataer]] amdreiñ ar roadennoù niverel da wereañ e roadennoù kevregat (eleze peurvuiañ kemblac'hel) e c'hello un [[trobarzhell stlennegel|drobarzhell]] wereañ korvoiñ anezhe. Gant ar c'hartennoù kevregañ kentañ e veze kaset pikselioù kevregat d'ur [[skramm]] hag e veze sevenet gante un hollad embregadurioù eeun :
* Dilec'hiañ ar blokoù (da skouer, reti al [[logodenn stlennegel|logodenn]]....),
* Tresañ linennoù,
* Tresañ poligonoù .... Bremañ e vezont aveet gant ur [[kewerier|c'hewerier]] arbennik a vez gouest da seveniñ riñvadennoù kevregañ kemplezh betek an 3D.
 
==Parzhioù ur gartenn gevregañ==
Setu parzhioù pennañ ur gartenn gevregañ :
* Ur '''c'hewerier kevregañ''' (anvet GPU e saozneg - Graphical Processing Unit) hag a zo kalon ar gartenn. Karget eo da geweriañ ar skeudennoù hervez an diarunusted ("resolution") hag al live [[boneg]]añ diuzet. Ur c'hewerier arbennik eo ar GPU o kaout ennañ ditourioù diorroet da geweriañ ar skeudennoù betek ar re 3D. Ur gwenter a vez a-wechoù marc'het warnañ d'e yenaat.
* Ar '''vemor video'''. Karget eo da gadaviñ ar skeudennoù keweriet a-raok o gwereañ ([[unvez gwereañ]]). Seul vuioc'h a varr he deus ar vemor video seul kemplesoc'h e c'hello bezañ gwiadezh ar skeudennoù 3D keweriet gant ar gartenn gevregañ. Darn ar vemor implijet da gadaviñ ar skeudennoù a-raok o gwereañ e vez graet "frame buffer" gantañ. Seul vuanoc'h eo ar vemor video (an amzer haeziñ - gwelet "[[memor elektronek|Memor elektronek]]" seul vuanoc'h e c'hello bezañ gwereet ar skeudennoù (pouezus eo evit ar c'hoarioù dreist-holl).
* Ar '''RAMDAC''' (Ramdoù Access Memory Digital-Analog Converter). Karget eo d'amdreiñ ar skeudennoù kadavet er "frame buffer" en arhentoù kemblac'hel ("analogic signals") da gas d'ar gwereer. Savelañ a ra talm ar RAMDAC niver skeudennoù dre eilenn a c'hell ur gartenn gevregañ keweriañ (e [[Hertz]]).
* Ar '''[[BIOS]] video''' a zo ennañ arventennoù ("parameters") ar gartenn gevregañ.
* Ar '''[[ketal|c'hetal]]'''. Ar bus arveret da gennaskañ ar gartenn ouzh an urzhiataer eo. Peurliesañ e vez arveret ar [[bus AGP]] ergrafet da dreuzkas ur c'has uhel a roadennoù neuze azas ouzh ar skeudennoù 3D. Ar [[bus PCI]] express a zeuio a-benn nebeut da erlerc'hiañ ar bus AGP.
 
==Ar c'hennaskerioù==
* Ar c'hetal '''VGA''' skoueriegezhel : aveet eo ar c'hartennoù kevregañ gant ur c'hennasker VGA 15 broch ("mini sub-D") glaz e liv a ro an tu da gennaskañ ur [[skramm|skramm CRT]]. Kevaraezañ a ra da gas arhentoù kemblac'hel a glot gant an tri liv ruz, glaz ha gwer rekis da wereañ ur skeudenn liv.
* Ar c'hetal '''DVI''' (Digital Video Interface) e vez permetet gantañ da gas roadennoù niverel d'ar skrammoù ergrafet a-ratozh evit-se hep ober un amdreiñ niverel/kemblac'hel. Ne vez kavet ketalioù a-seurt-se nemet gant ul lodenn eus ar c'hartennoù kevregañ.
* Ar c'hetal '''S-Video''' : Ul lugell eo arveret da wereañ ar skeudennoù gant ur skinweler. [[Skeudenn:VGA.png|center|500px]]
 
==Ar c'hartennoù kevregañ 3D==
Domani an 3D a zo nevez a-walc'h ha ro an tu d'ober gant galloudezhioù riñvañ uhel. Argerzh riñvañ un arvest 3D e c'heller dielfennañ e 4 lankad :
* Ar skriv : an elfennoù e vez lakaet en o lec'h
* Ar "ventoniezh" pe "geometry" : an ergorennoù ("objects") didres a vez krouet
* Ar "setup" : didroc'hadur e [[tric'horn|tric'hornoù]] 2D
* Ar "rendering" : ar rentet eo, da lavaret eo plakiñ ar gwiadezh Seul vui a lankadoù a-us a vez keweriet gant ar gartenn gevregañ herrekaer seul fonnusoc'h e vez ar gwereañ. Gant ar c'hartennoù kentañ ne veze graet nemet ar "rendering" gante. Abaoe e vez keweriet an daou lankad kentañ gant ar c'hartennoù herrekaer 3D dre c'hras ar "setup engine". An dalc'h a zo da ziskargañ kewerier kreiz an urzhiataer a riñvañ al lankadoù keweriañ 3D.
 
==Termenoù teknikel==
* "2D Graphics" : gwereañ derc'hennadur ("representation") kevregad un arvest hervez 2 ahel x ha y
* "3D Graphics" : gwereañ derc'hennadur kevregad un arvest hervez 3 ahel x, y ha z
 
[[Rummad:Teknologiezh]]
[[Rummad:Urzhiataerezh]]