Serj Richard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 34:
Stourm kalet en deus graet e 1987 evit dont a-benn da vezañ entitlet evel AE brezhoneg (Adjoint d'Enseignement) goude bezañ bet MA brezhoneg (Maître Auxiliaire). Meur a staj en deus aozet ivez, a-gevret gant [[Ronan Tremel]], evel ezel eus ar gevredigezh KBDP (Kelennerien war ar Brezhoneg an Deskadurezh Publik), da gentañ, ha da c'houde evel Prezidant ar gevredigezh etre 1989 ha 1992: Stajoù e Rijsel ([[Lille]]) ha [[Brusel]], en [[Orleañs]] hag e [[Pariz]] un tammig e pep lec'h (Sorbonne, Pariz VIII, Lise Voltaire...).
 
E [[Larruen]] (Bro-Plin) eo bet o kemer perzh evel kasour ha rener en unan eus ar c'hreizennoù dudi kentañ bet dalc'het e brezhoneg e Breizh, asambles gant René Richard (anezhañ animatour Kazetenn ar Vro-Plin), Liliane Torraval ha kement zo...: Skol Louarn LaruenLarruen. Kement-se etre 1979 ha 1981.
 
E Pariz en deus krouet [[Radio-Bro]] a-gevret gant Okitaniz ha savet un ti evit brezhonegerien Pariz gant Mark Gwilhous : Ti ar Brezhoneg (Metro : ''Porte des Lilas'').