François Christophe Kellermann : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''François Christophe Kellermann''', lesanvet '''François Christophe Kellermann''', ganet d'an [[28 a viz Mae]] [[1735]] e [[Strasbourg]] hag aet da Anaon d'an [[13 a viz Gwengolo]] [[1820]] e [[Pariz]], a oa ur ofiser lu hag ur senedour [[Bro-C'hall|gall]].
 
Ezel eus an noblañs, kroget eo gant bezañ soudard e [[1750]]. Kemer a ra perzh e [[Brezel Seizh Vloaz|Brezel ar Seizh vloaz]] o stourm gant ar Boloniz a-enep [[Impalaeriezh Rusia]]. [[Maréchal de camp|Marichal]] eo e 1788, entanet eo gant menozhioù an [[Dispac'h gall]. E 1792 ez e penn an [[Armée de la Moselle]] ha ganti e c'hounezo [[Emgann Valmy]], d'an [[20 a viz Gwengolo]] [[1792]]. Rebechet e vez dezhañ bezañ Lezirek gant al [[Lez-varn Reveulzier]]. Toullbac'het eo met adlakaet en-dro en e garg ha goude-se e penn an [[Armée d'Italie]]. Kemeret en deus perzh e [[Seziz Lyon (1793)|Seziz Lyon]] Buan e vo lakaet ar jeneral [[Napoléon Bonaparte]] en e blas. Ne vo ket mui fiziet ennañ akrgoù milourel pouezus betek ma vefe embannet ar [[Impalaeriezh C'hall Kentañ|Renad impalaeriel e 1804]]. Lakaet eo da Marichal implaerelimpalaerel a enor, dont a ra da vezañ senedour hag enoret eo gant al [[Légion d'honneur]]. E 1808, an impalaer a ra Dug Valmy evit enoriñ an trec'h-se.
 
Ar marichal Kellermann a chomo gant kargoù milourel dister: penn luioù da c'hortoz Spagn hag an Norzh, sevel a ra a-du gant [[Loeiz XVIII (Bro-C'hall)|Louis XVIII]] a enor anezhañ gant ar grand-croix de l'ordre de Saint-Louis, gouarnour Strasbourg ha [[pair de France]]. E-pad ar [[Kant-Devezh|C'hant-devezh]] e chom neutral. Mervel a ra d'an [[13 a viz Gwengolo]] [[1820]] oadet e oa a 85 vloaz.