Seán Mac Diarmada : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
Ganet eo bet d'an 28 a viz C’hwevrer 1883 e kontelezh Leitrim, e lec’h ma z’eo bet desket gant an Irish Christian Brothers. E 1908 ez eas da [[Dulenn|Zulenn]] e lec’h ma'z eas e darempred gant strolladoù stourm enep-saoz (ar [[Sinn Féin]], an [[Irish Republican Brotherhood]] ha [[Conradh na Gaeilge]]). Dont a reas da vezañ ezel eus kuzul-uhel an IRB ha diwezhatoc’h e sekretour.
 
E [[1910]] e teuas da vezañ pennskrivagner ar gazetenn « Irish Freedom », ur gazetenn krouet gantañ, [[Blumer Hobson]] ha [[Denis MacCullough]]. Dilennet e voe e-giz unan eus pennoù an [[Irish Republican Brotherhood|IRB]]. Evel se e kejas gant [[Thomas Clarke]], dont a rejont da vezañ tost-kenañ an eil d'egile. Un tammig diwezhatoc’h e voe paket gant ar boliometi, ha ret vo dezhañ bale gant ur vazh.
 
[[Skeudenn:Mac Diarmada.jpg|thumb|Plakenn en enor da Seàn Mac Diarmada ouzh moger ur savadur ma oa bet o labourat]]
 
E [[1913]], Mac Diarmada a labouras da genstagañ kevredigezh an [[Irish Volunteers]] ouzh an [[Irish Republican Brotherhood|IRB]]. E [[1915]], harzet e voe gant ar Saozon abalamour d’ur brezegenn en doa graet a-enep ar [[Rouantelezh-Unanet]]. Dieubet e voe e miz Gwengolo ha kemer a reas perzh e-barzh aozadur emsav [[1916]].
 
E-pad [[Emsavadeg Pask]], Mac Diarmada, abalamour ma oa ampechet, a chomas dreist-holl e-barzh an Ti-Post gant pennoù an emgann. Pa voe trec'h ar Saozon, e c'hellas chom kuzhet e-touez ar brizonidi, met ur soudard saoz e gavas. Kondaonet e voe d'ar marv ha lazhet d'an 12 a viz Mae 1916. Lee Wilson, an hini a anzavas Seán Mac Diarmada e-touez an emsaverien bac'het, a voe lazhet diwezhatoc'h war urzhioù [[Michael Collins]].