Katalonia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 160:
===Sav an dizalc'hidigiezh e Katalonia, un tabut diabarzh ha diavaez===
Kaset e voe ar Statud dirak al [[Lez-Varn Bonreizh Spagn|Lez-Varn Bonreizh]] gant mirourien Spagn (renet gant [[Mariano Rajoy]] az eas da [[Prezidant Kuzul Spagn|Gentañ Ministr]] war-lerc'h evit klask nullañ anezhañ. E [[2010]] e voe nullet melladoù a-bouez er Statud, dreist-holl ar pezh a denne d'ar vroad (en ur dennañ talvoudegezh ar mellad 1 a-fet gwir hag en ur reiñ un talvoudegezh aroueziek nemetken), da statud ar yezh, d'an aozadur tiriadel, da sistem ar justis (a vije bet dizalc'h eus Spagn) hag an doare da arc'hantaouiñ ar Generalitat. Diwan a reas neuze ul lusk e kevredigezh Katalonia war an emdermeniñ gant manifestadoù bras dindan ar ger stur ''Som una nació. Nosaltres decidim'' (''Ur vroad omp, deomp-ni da zivizet'') a vodas ur milion a dud.
 
Lañset e voe neuze ul luskad war-zu an dizalc'hidigezh, dreist-holl abaoe 2012 ma voe aozet e vanifestadeg veur gentañ gant an [[Assemblea Nacional Catalana]] a vod tud ha maered intereset gant an dizalc'hidigezh. E kêrioù zo, dreist-holl war ar maez, e voe aozet votadegoù diwar-benn ar sujed-se abaoe 2009, gant arguzennoù troet eus tu an ekonomiezh. Cheñch a reas tamm ha tamm ar brezegennoù war-zu an demokratelezh pa voe nac'het kaozeal ha marc'hata gant penn-gounarnamant [[Spagn]], [[Mariano Rajoy]]. Koñvoket e voe gant [[Artur Mas]], Prezidant ar Generalitat, dilennadegoù e [[2012]] e-lec'h ma voe soutenet hent an dizalc'hidigezh evit ar wezh gentañ gant strollad Mas [[Convergència i Unió]] (kreiz-dehou) asambles gant [[Esquerra Republicana Catalunya]] (tu-kleiz) ha [[Candidatura d'Unitat Popular]] (tu-kleiz pell). Gounezet e voe an dilennadegoù gant ar strolladoù dizalc'hour. Artur Mas a chomas Prezidant, harpet gant ERC war ar goulennoù e-keñver rielezh Katalonia.
 
===Referendom===