Laser : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
c'houloù -> gouloù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
:[[Restr:Disambig colour.svg|20px]]''Evit ar vag-dre-lien, gwelet [[Laser (bag)]]
<hr noShade />
[[Restr:LASERLight Amplification by Stimulated Emission of Radiation.jpg|300px|thumb|dehou|Laserioù ruz (635 nm), gwer (532 nm) ha glas (445 nm).]]
Ul '''laser''' a zo un ardivink hag a gan un andon gouloù [[liv|unliv]] amplaet. Er c'hontrefed diouzh ar pep brasañ eus ar gouleier all ned a ket ar gouloù gwanoc'h pe ledanoc'h bep ma pella diouzh e andon. Gant [[gaz]]où pe [[strink]]ennoù (kristalennoù) ispisial e vez graet ar gouloù unliv. Gant melezourioù e vez amplaet ar gouloù-se ha lakaet da vont war un tu resis hepken ha dre-se e chom moan ar skin gouloù. Pa vez bannet ouzh ul lec'h resis ne vez nemet ur pikig gouloù. Holl energiezh ar gouloù a chom er skin-se ha ne vez ket strewet evel ma ra ar gouleier all. Dedalvezadurioù a bep seurt a c'haller ober gant al laser (war dachenn ar [[greanterezh]], ar [[medisinerezh]], ar [[pellgehenterezh]], ar [[stlenneg]], h.a.).