Trede Kroaziadeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ar restr commons:File:Map_Crusader_states_1190-en.svg oa bet lakaet e-lerc’h Crusader_States_1190.svg ; Goulennet e oa gant commons:User:CommonsDelinker (File renamed: File renaming criterion #4: T
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
E [[1187]] e oa bet aloubet Jeruzalem gant ar sultan [[Saladin]], trec'h war ar groazidi en [[emgann Hattin]] ([[4 a viz Gouere]] [[1187]]). Lezet e voe o buhez gant ar gristenien a oa o chom e Jeruzalem da dennañ daspren diganto ha ne voe ket distrujet an ilizoù savet gant ar Franked<ref>Bahā' ad-Dīn ibn Shaddād, ''The Rare and Excellent History of Saladin'', troet gant D.S. Richards,embannet gant Ashgate, 2002</ref> Lezet e voe ar gristenien da vont kuit da gaout repu e [[Tir (kêr)|Tir]]. Ar [[Bez Santel]] a voe lezet etre daouarn kristenien ha gallout a reas ar birc’hirined kenderc’hel da zont da Jeruzalem. Er skridoù, ken ar re savet gant kristenien ken ar re savet gant muzulmiz en amzer-se, e reer anv eus Saladin evel un den "a zalc'he d'e c'her".
 
Pa voe klevet en Europa e oa bet aloubet Jeruzalem avat e voe spontet an dud en Europa. Galvet e voe d’ur groaziadeg nevez gant ar pab [[Gregor VIII]]. Renet e voe ar groazidi gant pennoù bras kornôg Europa : [[Fulup II an Aogust|Fulup II]], roue Bro-C'hall, gant [[Richarzh Iañ (Bro-Saoz)|Richarzh Kalon Leon]], roue Bro-Saoz, ha gant [[Friedrich Iañ Barbarossa|Frederig Barbarossa]], impalaer an [[Impalaeriezh Santel Roman]].
 
[[Restr:Barbarossa.jpg|thumb|200px|Frederig Iañ Barbarossa e-pad an Trede Kroaziadeg]]
E-keit ma oa armeoù Fulup Aogust ha Richarzh Kalon Leon o vont war vor hag o touarañ war aodoù ar Reter-Nesañ, e oa bet soudarded an impalaer [[Frederig Barbarossa]], deuet war droad eus Europa, o treuziñ douaroù [[mpalaeriezhImpalaeriezh Bizantion]], gant diaesterioù bras. Treuzet e oa bet [[strizh-mor]] an [[Dardanelloù (strizh-mor)|Dardanelloù]] ganto e miz Meurzh [[1190]], goude tremen ar goañv en [[Edirne|Adrianopolis]]. Faezh e oa ar groazidi gant ar sec’hed hag an naon. D’an [[10 a viz Mezheven]] [[1190]] e veuzas Frederig e [[Kilikia]], pa oa o klask treuziñ ur stêr anvet bremañ [[Göksu]]. Goude marv an impalaer e voe diskaret e arme : lod eus ar groazidi a varvas gant ar [[bosenn|vosenn]] en [[Antakya|Antioc'heia]] hag ar re all a zistroas d’o bro.
 
[[Restr:Richard I of England - Palace of Westminster - 24042004.jpg|thumb|Delwenn ar roue saoz [[Richarzh Iañ (Bro-Saoz)|Richarzh Kalon Leon]], e [[Londrez]].]]