Katalonia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 165:
 
Nullet e voe ar referendom gant al Lez-Varn Bonreizh ha neuze e voe treuzfurmet en ur votadeg hep levezon war divizoù gouarnamant Katalonia, aozet gant tud a youl mat. Mont a reas ar votadeg war-raok daoust ma voe nullet ur wezh all gant al Lez-varn. 42% eus ar voterien a zeuas da vouezhiañ, gant un trec'h krenn (ouzhpenn 80%) evit an dizalc'hidigezh. Evelato e voe sellet an disoc'hoù-mañ gant ar re a-enep ar referendom evel prouenn ne oa ket a-du voterien Katalonia gant ar votadeg ha int a-enep an dizalc'hidigezh. Diouzhtu goude ar votadeg e voe tamallet gouarnamant Katalonia, en o zouez e Brezidant Artur Mas, gant justis Spagn evit bezañ disentet d'un urzh Lez-varn ha postet arc'hant evit un dra difennet.
 
Dizemglevioù war ar 'procès' a vountas ar CUP da derriñ e liammoù gant ar strolladoù dizalc'hour all e 2015. Abalamour da se e voe aozet dilennadegoù e fin 2015 evit Parlamant Katalonia. Mont a reas ar CDC (a gemeras plas ar CiU) hag ERC asambles en ul listenn [[Junts pel Sí]] oc'h embann e vije disklêriet an dizalc'hidigezh ma vije trec'h ganto en dilennadegoù. Asambles gant ar CUP e voe tizhet ar majorelezh e sezoù er Parlamant, daoust ma ne voe nemet 48% eus ar mouezhioù. E miz Gwengolo e voe votet gant ar Parlamant ur mellad-stur evit kas hent an dizalc'hidigezh war-raok. Respont a reas penn gouarnamant Spagn, [[Mariano Rajoy]], e implijje an holl c'halloudoù roet dezhañ evit difenn "rielezh pobl Spagn ha interestoù hollek Spagn", da lavaret e c'hellje kas an arme ma vije bet ezhomm. E miz Genver 2016 e voe dilennet [[Carles Puigdemont]] da Brezidant ar Generalitat, goude ma voe nac'het gant ar CUP votiñ evit Artur Mas. Pa zeuas da Brezidant e nac'has Puigdemont ober e le a fealiezh evit ar Roue hag evit Bonreizh Spagn : Prezidant ar Generalitat kentañ a voe oc'h ober kement-mañ.
 
===Referendom===