Emgann Varsovia (1920) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Lañs dister
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 17 Kzu 2019 da 13:20

Emgann Varsovia, lesanvet Burzhud ar Vistula, a voe un trec'h peurglok polonat e 1920 e-kerzh ar Brezel etre Polonia hag URSS. Polonia, darbet da vezañ trec'het garv, a oa deuet a-benn da dalañ ha trec'hiñ al Lu Ruz. Vladimir Lenin, penn ar Volcheviked en doa graet "ur pikol faezhidigezh" eus ar c'holl.

Soudarded Polonia dres goude an emgann gant bannieloù tapet d'an Arme Ruz
Soudarded Polonia e 1920 o c'hortoz an dagadenn soviedel. Armet int gant ur vindrailherez Colt-Browning 1895

Goude Argadenn Kiev gant ar boloniz harpet gant Republik Poblel Ukrania, ar nerzhioù lu soviedel a oa deuet a-benn da dalañ hag enep-argadiñ en hañv 1920. rediet e oa bet an nerzhioù lu polonat da gilañ strafuilhet war zu ar C'hornôg. Darbet e oa an nerzhioù lu polonat da zispennañ hag evit an arvestourien e oa anat e vefe eus un trec'h peurglok gant ar soviediz.

Emgann Varsovia a zo padet etre an 12 betek ar 25 a viz Eost 1920 etre nerzhioù an Arme Ruz renet gant Mikhail Tukhachevsky a oa o tostaat diouzh kêr-benn Polonia ha Kreñvlec'h Modlin. D'ar 16 a viz Eost, nerzhioù lu Polonia renet gant Józef Piłsudski o devoa enepargadet diouzh ar su, o troc'hañ lañs an argadenn soviedat. Rediet e oa bet al Lu Ruz da gilañ buan ha dizurzhiet war zu ar reter hag a-dreñv ar stêr Neman. Ar c'holloù a oa bet ramzel a-bep tu: evit ar rusianed e oa bet 10 000 lazhet, 500 steuziet, 30 000 gloazet, 66 000 prizoniad. Evit ar boloniz e oa bet 4500 klazhet, 10 000 steuziet, ha 22 000 gloazet.