François Christophe Kellermann : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Ezel e oa eus an noblañs hag en arme e oa bet adalek [[1750]]. Kemer a reas perzh e [[Brezel Seizh Vloaz|Brezel ar Seizh vloaz]], o stourm gant Poloniz a-enep [[Impalaeriezh Rusia]]. [[Marichal (arme)|Marichal]] e oa e 1788, entanet e oa gant mennozhioù an [[Dispac'h gall]. E 1792 ez eas penn an [[Armée de la Moselle]] ha ganti e c'hounezo [[Emgann Valmy]], d'an [[20 a viz Gwengolo]] [[1792]]. Rebechet e voe dezhañ bezañ lezirek gant al [[Lez-varn Reveulzier]]. Toullbac'het e voe met adlakaet en-dro en e garg ha goude-se e penn an [[Armée d'Italie]]. Kemeret en doa perzh e [[Seziz Lyon (1793)|Seziz Lyon]]. Buan e voe lakaet ar jeneral [[Napoléon Bonaparte]] en e blas. Ne voe ket mui fiziet kargoù milourel pouezus ennañ betek ma voe embannet ar [[Impalaeriezh C'hall Kentañ|Renad impalaeriel e 1804]]. Lakaet e voe da Varichal impalaerel a enor, dont a reas da vezañ senedour hag enoret e voe gant al [[Lejion a enor]]. E 1808 e voe anvet da Zug Valmy gant an impalaer evit enoriñ an trec'h-se.
 
Ar marichal Kellermann a voe kargoù milourel dister gantañ goude-se : penn luioù da c'hortoz Spagn hag an Norzh. Sevel a reas a-du gant [[Loeiz XVIII (Bro-C'hall)|Louis XVIII]] hag enoret e voe gant hennezh, gant ar ''Grand-croix de l'ordre de Saint-Louis'', hag anvet da c'houarnour Strasbourg ha [[Chambre des pairs|pair de France]]. E-pad ar [[Kant-Devezh|C'hant devezh]] e chomas neptu. Mervel a reas d'an [[13 a viz Gwengolo]] [[1820]], d'an oad a 85 bloaz.
 
{{DEFAULTSORT:Kellermann, Francois Christophe}}