François Christophe Kellermann : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:François Christophe Kellermann 2.png|thumb|upright=1.2|François Christophe Kellermann (eoulivadur gant [[Lucile Foullon-Vachot]]).
]]
'''François Étienne Christophe Kellermann''', ganet d'an [[28 a viz Mae]] [[1735]] e [[Strasbourg]] hag aet da Anaon d'an [[13 a viz Gwengolo]] [[1820]] e [[Pariz]], a oa ur ofiser hag ur senedour [[Bro-C'hall|gall]].
 
Ezel e oa eus an noblañs hag en arme e oa bet adalek [[1750]]. Kemer a reas perzh e [[Brezel Seizh Vloaz|Brezel ar Seizh vloaz]], o stourm gant Poloniz a-enep [[Impalaeriezh Rusia]]. [[Marichal (arme)|Marichal]] e oa e 1788, entanet e oa gant mennozhioù an [[Dispac'h gall]]. E 1792 ez eas penn an [[Armée de la Moselle]] ha ganti e c'hounezo [[Emgann Valmy]], d'an [[20 a viz Gwengolo]] [[1792]]. Rebechet e voe dezhañ bezañ lezirek gant al [[Lez-varn Reveulzier]]. Toullbac'het e voe met adlakaet en-dro en e garg ha goude-se e penn an [[Armée d'Italie]]. Kemeret en doa perzh e [[Seziz Lyon (1793)|Seziz Lyon]]. Buan e voe lakaet ar jeneral [[Napoléon Bonaparte]] en e blas. Ne voe ket mui fiziet kargoù milourel pouezus ennañ betek ma voe embannet ar [[Impalaeriezh C'hall Kentañ|Renad impalaeriel e 1804]]. Lakaet e voe da Varichal impalaerel a enor, dont a reas da vezañ senedour hag enoret e voe gant al [[Lejion a enor]]. E 1808 e voe anvet da Zug Valmy gant an impalaer evit enoriñ an trec'h-se.