Kure : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1:
Ar '''c'hure''' (diwar al latin ''curatus'') eo ar [[beleg]] [[katolik]] a zo lakaet en ur [[parrez|barrez]] gant an [[eskob]] evit skoazellañ ar [[person]] (cf. kanonioù 545-552 eus Lezenn ar gwir kanonegkanonel). Er parrezioù bras e veze gwechall meur a gure, pe kureed-skolaerien.
 
Kavet e vez ar ger ''curad'' e kerneveureg hag e kembraeg ivez. Ar saozneg a ra gant ''curate''. Ar yezhoù latin a implij gerioù deveret eus ger ''vicarius'' : ''vicaire (paroissial)'' e galleg, ''vicario (parrocchiale)'' en italianeg, ''vicario (parroquial)'' e spagnoleg, ''vigário (paroquial)'' e portugaleg (gwelet ivez ''Pfarrvikar'' en alamaneg)<ref>Arabat kemmeskañ ar ger-se ''kure'' gant ar ger ''[[vikel]]'', da lavaret skoazeller an [[eskob]] : ''vikel-vras'' evit an [[eskopti]] a-bezh, ''vikel-barner'' evit an [[ofisialded]], ''vikel-eskob'' (pe ''vikeled-eskob'') evit ul lodenn eus an eskopti, pe lod eus an aferioù (''vicaire épiscopal'' e galleg).</ref>.