Ofis ar Brezhoneg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎Skol-Uhel ar Vro: kempenn, replaced: XXI{{vet}} → {{XXIvet}} using AWB
Linenn 20:
Tamm-ha-tamm e kreske ar skipailh hag e [[1996]] e voe enfredet [[Fulup Jakez]] da genurzhier '''TermBret''' (ar greizenn [[termenadurezh|dermenadurezh]]), da-heul [[Iwan Kadored]]. [[Olier ar Mogn]] o vezañ kenurzhier ar servij. E lodenn ziwezhañ ar bloavezhioù 90 e voe roet lañs d'an enklaskoù sokioyezhoniel kentañ diwar-benn stad ar brezhoneg er gevredigezh (egin '''Arsellva ar Brezhoneg''') gant ar pal priziañ gwelloc'h stad diorren ar yezh war pep tachenn hag ober kinnigoù d'ar bolitikourien. Dre forzh studiañ emdroadurioù ar broioù all e teue da vezañ splannoc'h-splannañ an ezhomm da gaout ur benveg ofisiel evit ober war-dro ar [[politikerezh yezh]] e [[Breizh]]. War-raok ez ae ar preder e diabarzh Servij ar Brezhoneg a laboure 5 den ennañ d'ar mare-se (an hanter eus implijidi Skol-Uhel ar Vro). Bras e oa an ezhomm kreskiñ. Goude ur frapad e teuas da vezañ anat e vefe diaes kenderc'hel da greskiñ e diabarzh Skol-Uhel ar Vro, ur framm a oa ledanoc'h e gefridioù eget ar yezh. Sklaer e oa deuet da vezañ e oa deuet ar mare da lakaat ar yezh e-kreiz ar gevredigezh, en tu all da vevennoù ar bed sevenadurel ivez.
 
Da-geñver ar preder renet evit lidañ 20{{vet}} deiz-ha-bloaz ar [[Karta Sevenadurel Breizh|Garta Sevenadurel]] e voe degemeret ar mennozh da grouiñ ur framm nevez gouestlet d'ar yezh : '''Ofis ar Brezhoneg'''. Dezrevellet fraezh eo bet an ezhomm da grouiñ ar benveg nevez el levr ''Ur sevenadur breizhek evit an XXI{{vetXXIvet}} kantved'' kenembannet gant [[Skol-Uhel ar Vro]] ha [[Kuzul Sevenadurel Breizh]] e [[1998]].
 
=== Ofis ar Brezhoneg, ur benveg emren ===