Ezplanedenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎Ar c’hentañ ezplanedennoù kavet: kempenn, replaced: XVII{{vet}} → {{XVIIvet}} (2) using AWB
Linenn 7:
== Ar c’hentañ ezplanedennoù kavet ==
 
Kerkent hag an XVII{{vetXVIIvet}} kantved e tiwan ar soñj ez eus planedennoù e diavaez [[koskoriad an Heol]], met e-doug an XIX{{vetXIXvet}} kantved an hini e teuas an ezplanedennoù da vezañ danvez enklaskoù un nebeud skiantourien. Steredoniourien e-leizh a soñje dezhe e c'halle bout eus an hevelep planedennoù, met ne oa moaien teknek evezhierezh ebet da brouiñ e oa anezhe. Ne c'halled ket o c'hlask nag o kontañ, na goût hag eñ e oant damheñvel pe get ouzh ar planedennoù anavet e Koskoriad an Heol. Ar pellder, met ivez an diouer a skedusted eus ar [[Korf egor|c'horfoù egor-se]], ken bihan e-kichen ar sterennoù a gelc'htroent en-dro dezhe, a rae ne c'halled ket o dizoleiñ. Ne oa nemet er bloavezhioù 1990 e oa dizoloet ar c'hentañ ezplanedennoù en un doare dieeun.
D’ar [[6 Here|6 a viz Here]] [[1995]] e oa bet roet da c’houzout gant [[Michel Mayor]] ha [[Didier Queloz]] (eus [[Arsellva Geneva]]) e oa bet kavet, evit ar wech kentañ, ur blanedenn hag a oa o treiñ en-dro d’ur steredenn all, hag ar steredenn-se a oa [[51 Pegasi]] e [[steredeg]] ar [[Marc'h Askellek]] pe [[Pegasos (steredeg)|Pegasos]], war-dro 50 [[bloavezh-gouloù]] diouzhimp.
[[51 Pegasi b]] a vez graet eus an ezplanedenn-se (ha ''Bellerofon'' eo hec’h anv diofisiel). Abaoe an dizoloadenn gentañ e kaver ingal ezplanedennoù nevez, gant ur geidenn a zek bennak bep miz.