Goteg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
– GA
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎top: kempenn, replaced: XXvet kantved → {{XXvet kantved}}, IX{{vet}} → {{IXvet}} (2) using AWB
Linenn 25:
N’eus nemet un dek bennak a skridoù e goteg, met testenioù a bouez int rak bez int ar skridoù koshañ zo en ur yezh c’hermanek bennak. An hini brudetañ eus ar skridoù-se eo al Levr Arc’hant (''Codex Argenteus'') , zo ennañ un tamm bras eus ar pevar aviel.
 
Gounezet e voe ar C’hoted d’ar feiz [[kristeniezh|kristen]] gant [[Wulfila]], ur misioner deuet eus [[Kergustentin]]. Ar skridoù kentañ e goteg a rae gant ul lizherenneg a veze implijet gant ar pobloù germanek ar ''[[runoù]]''. A-raok d’ar C’hoted treiñ da gristenien, e raent gant ''runoù''. Al lizherenneg c’hotek-se n’he deus netra da welet gant ar font [[Fraktur]], anvet a-wechoù ''goteg'', a veze implijet evit skrivañ an alamaneg etre ar [[XVIvet kantved|XVIvet]] hag an [[{{XXvet kantved]]}}.
 
Anavezet eo ar goteg dre ar pezh a chom eus un droidigezh eus ar [[Bibl]], er [[IVe kantved]]. Ar yezh nemeti eo a anavezomp e-touez [[yezhoù germanek ar reter]]. Ar re all, evel ar [[Burgondeg (yezh c'hermanek)|burgondeg]] pe ar [[vandaleg]] n’anavezomp diouto nemet un nebeud anvioù divoutin.
 
Ur [[yezhoù germanek|yezh c’hermanek]] eo ar goteg, da lavaret eo unan eus ar [[yezhoù indezeuropek]]. Bezañ ez eo ar yezh c’hermanek koshañ testeniekaet. Met n’eus diskennad ebet anezhañ. Eus ar [[IVe kantved]] eo ar skrid gotek koshañ. Kregiñ a reas ar yezh-se da vont war ziskar e-kreiz ar [[VIvet kantved]], goude drouziwezh ar Wizigoted gant ar [[Franked]], ha goude ma teujont da vezañ [[katoligiezh|katoliked]] ha d’ober gant al [[latin]]. Derc’hel a reas ar Wizigoted d’ober ganti el ledenez iberek betek an [[VIIIvet kantved]]. Ha lenn a reer, dindan bluenn ur Frank, [[Walafrid Strabo]], e veze kaozeet c’hoazh e genoù ar stêr [[Danav]] hag e [[Krimea]], betek an an IX{{vetIXvet}} kantved. Ur yezh anvet ''[[goteg Krimea]]'' a voe kavet e [[Krimea]] gant ur c’hannad eus Flandrez, [[Ogier de Busbecq]], er XVII{{vetXVIIvet}} kantved. Merzout a reas ar c’hannad e oa heñvelderioù etre ar yezh-se hag an nederlandeg. Met n’eo ket sur e vije ''goteg Krimea'' un diskennad d’ar goteg kozh.
 
== Gwelet ivez ==