Pindaros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Oberoù: replaced: t t → t t using AWB
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D kempenn, replaced: V{{vet}} → {{Vvet}} (4) using AWB
Linenn 1:
[[Restr:Pindar statue.jpg|thumb|right|300px|Delwenn Pindaros, eilet diwar ur skrid orin eus ar V{{vetVvet}} kantved kent. J.-K., [[Mirdi broadel hendraouriezh Naplez]]]]
 
'''Pindaros''' (Πίνδαρος ''Píndaros'' en [[henc'hresianeg]]) a oa ur barzh [[Hellaz|hellazat]], ganet e Kinokefalos, Beotia war-dro -518|518 kent JK, ha marvet en [[Argos]] e -438|438 kent JK. Brudet eo e [[telenngan|delennganoù]].
Linenn 5:
== E vuhez ==
=== Orin ha yaouankiz ===
Nebeut a dra a anavezer diwar-benn e vuhez daoust d'ar c'hwec'h buhezskrid a oa savet war e zivout en Henamzer. Hervez an hengoun e oa ezel eus un tiegezh brientinien. Ganet e oa bet war-dro [[-518|518]] e Kinokefalos, e Beotia. En arroudenn 193 e veneg « ar gouel pempbloaziek / ambrouget gant oc'hen ma voen evit ar wezh kentañ / lakaet em gourvez, ha moumounet em mailhurennoù ». An damveneg-se d'ar [[c'hoarioù pitek]] a ziskouez e oa ganet e miz Eost pe Gwengolo. En e V{{vetVvet}} ''Pitegenn'' e seblant disklêriañ e oa un ezel eus tiegezh an Egeided ha diskouezh a ra kalz hegarated evit an ensavadurioù [[Dorianed|dorek]]. Perc'henn e oa e diegezh war un ti e [[Tebai]], ma reas Pindaros e annez da c'houde. [[Herodotos]] a ra anezhañ diskibl [[Lasos Ermione]]. En [[Aten]] e voe diskibl [[Agatokles]]. Kemer a reas perzh yaouank-kenañ er c'henstrivadegoù barzhoniezh ma oa kannet gant [[Korinna Tanagra]]. Houmañ a alias anezhañ neuze da « hadañ a-vozadoù, n'eo ket a-sac'hadoù ».
 
=== E respet ===
Savet e oa e delenngan, an X{{vetXvet}} ''Pitegenn'' gantañ pa oa 20 vloaz. Lidañ a ra trec'h an [[Tessalia]]d Hippokleas er stadenn zoubl, ha tiegezh an atlet, an [[Aleuaded]]. Buan-kenañ e teuas da vezañ ur barzh brudet. E [[-490|490]] e savas e VI{{vetVIvet}} Pitegenn en enor Ksenokrates, breur Teron, a zeuio da vezañ [[tirant]] [[Agrigento|Akragas]]. E [[-480|480]] e oa aloubet Henc'hres gant ar Bersed. En em renkañ a ra Tebai diouz kostez an alouberien. Hep mar e heuilh Pindaros politikerezh e geoded rak [[Simonides Keos]] an hini eo a lid viktor [[Salamis]].
 
Labouret en deus evit lezioù brientinion eus kornioù disheñvel eus [[Henc'hres]] evel hini an [[tirant]] [[Hieron Sirakuza]], a oa savet ar ''c'hentañ Pitegenn'' en e enor, pe hini roue [[Kirene]], a oa savet evitañ ar ''Pitegennoù'' III ha IV. War an dachenn-se e kevez gant ar barzh [[Bakkilides]], ur stumm mistroc'h da skrivañ gant hemañ. Skrivañ a ra Pindaros gant ur sell hollhellenek. Sellet a ra da skouer ouzh ar [[Brezelioù medek]] evel ur gourdrouz evit [[Henc'hres]] a-bezh.