Kevreadurezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎top: kempenn, replaced: XX{{vet}} → {{XXvet}} using AWB
 
Linenn 1:
Er [[yezhoniezh]] e vez implijet an termen '''kevreadurezh''' ([[Saozneg|saoz]] : [[:en:Syntax|''syntax'']]) pe '''ereadurezh''' evit komz eus studi ar reolennoù hag a dalvez er yezh-mañ-yezh da sevel frazennoù reizh e-keñver ar [[yezhadur]]. E berr e tenn ar gevreadurezh da urzh an elfennoù en ur [[frazenn]] ha d'al liammoù kenetreze.
 
Kregiñ a reas ar gevreadurezh gant studioù yezhadurel [[Panini]] anvet ''Ashtadhyayi'' ha kregiñ a reas ar skiant a-vremañ gant al levr ''[[Grammaire générale et raisonnée]]'' gant [[Antoine Arnauld]]. Mont war ziorren a reas studi ar gevreadurezh en XX{{vetXXvet}} kantved a-drugarez da dud brudet all evel [[Noam Chomsky]].
 
Klask a ra ar gevreadurezh kompren reolennoù mont-en-dro yezhoù resis hag ivez dre o c'heñveriañ klask goût pe reolennoù a zo boutin d'an holl yezhoù, da lâret eo perzhioù kevreadurezhel ar [[yezhadur hollek]]. Ur skiant eo ar gevreadurezh ha klask a ra deskrivañ mont-en-dro ar yezhoù evel ma vezont komzet ha skrivet kentoc'h evit sevel reolennoù evit o implijout en un doare "reizh".