Drakon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎Levrlennadur: kempenn, replaced: [[rummad: → [[Rummad: using AWB
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎top: kempenn, replaced: VI{{vet}} → {{VIvet}} using AWB
 
Linenn 1:
[[Drakon]], ( e [[henc'hresianeg]] Δράκων, ''Drákôn'') a oa ul lezennour hag un adreizhennour brudet eus [[Aten]] en [[Henamzer]]
 
Choazet e oa [[Drakon]], e 621-620, evit lakat dre skrid lezennoù a denne d'an aferioù muntr hepken. Brudet eo bet o c'haleter betek an amzer hiziv. An diviz bihan-se a ziazeze koulskoude ur gwir ingal evit an holl hag anavet gant an holl a ouie lenn, ar pezh a ziskare ul lodenn eus galloud ar vrientinien. Diazezañ a rae ivez aotrouniezh ar stad a-us d'ar c'herentiezhioù war dachenn ar justis. C'hwec'h [[tesmotet]] (gward al lezenn skrivet) zo lakaet ouzhpenn e kuzul an [[arc'honted Aten|arc'honted]] d'ar c'houlz-se. Daoust ma'z a an enkadenn war washaat, n'eo ket boulc'het tamm ebet monopol armerzhel ha politikel an tiegezhioù bras eus Aten, an [[Eupatrided]]. An Arc'honted (a vez renet ar geoded gant o c'huzul d'ar c'houlz-se) a veze atav choazet en o zouez. Daou batrom a zegas ur respont d'ar c'hudennoù-se a anadas e henc'hres er VI{{vetVIvet}} kantved :
* tredeogiezh ul lezennour, karget, en un doare kenemglev, da lakaat un termen d'ar reuz a c'hallfe degas ar brezel diabarzh pe diwezh ar geoded ;
* An [[tirant]]erezh, a seblant bezañ un diskoulm dibad da bec'h ar c'heodedoù. Gant Solon, al lezennour, ha goude gant ar [[Peisistratos|Peisistrated]] e vo anavet an daou diskoulm gant Aten.