Gododdin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎Goude 500: kempenn, replaced: VI{{vet}} → {{VIvet}} using AWB
Linenn 27:
 
== Goude 500 ==
Er VI{{vetVIvet}} kantved e voe aloubet Bryneich gant an [[Angled]], ha diwar neuze e voe anavezet evel [[Bernicia]]. Klask a rae an Angled kreskiñ o rouantelezh war-du an hanternoz, diwar-goust ar Vrezhoned. War-dro [[600]] e kouezhas 300 brezelour eus Gododdin en emgann Catraeth (moarvat [[Catterick]] en [[North Yorkshire]]), hervez a gont ar barzh brezhon [[Aneirin]] en e glemmgan ''[[Y Gododdin]]''.
 
E [[638]] e oa bec'h war gêr 'Din Eidyn', ha marteze e voe kemeret gant an Angled, rak seblantout a ra Gododdin bezañ bet dindan Bernicia diwar neuze. Petra a voe graet d'an dud, lazhañ pe sujañ, n'ouzer ket. Bernicia a deuas da vout ul lodenn eus [[Northumbria]], hag e [[954]] e voe diskaret gant rouantelezh [[danat]] (viking) [[York]]. Goude-se ez eas d'ober ul lodenn eus [[Bro-Saoz]] unanet, met e [[1018]] e voe kemeret gant roue [[Bro-Skos]] [[Malcolm II]] betek ar stêr [[Tweed]] .