Kastell Susinioù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ouzhepennet em eus ur pennadig
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎Orin ar c'hastell : an tiegezh Dreux: kempenn, replaced: XIII{{vet}} → {{XIIIvet}} using AWB
Linenn 5:
 
=== Orin ar c'hastell : an tiegezh Dreux ===
En deroù an XIII{{vetXIIIvet}} kantved e oa Breizh e-barzh tachennad levezon ar [[Bro-Saoz|Rouantelezh saoz]] betek e voe lazhet an dug [[Arzhur Iañ|Arzhur I<sup>añ</sup>]] e [[1203]]. O vezañ ma oa bet lakaet e c'hoar en toull-bac'h e Bro-Saoz e voe graet eus [[Alis Breizh]] pennhêrez kurunenn an dugelezh gant baroned ha preladed Vreizh. En ur ober e vad eus an degouezh-se e soñje roue Bro-C'hall liammañ Breizh gant e c'halloud dre aozañ un eured etre e genderv [[Pêr Iañ (Breizh)|Pêr I<sup>añ</sup> Breizh]] hag ar bennhêrez kerkent ha [[1213]]. Setu penaos e teuas an dug yaouank da vezañ gwarnour an dugelezh ha setu pegoulz e voe savet war ar seblant ar maner kentañ adalek 1213 ha 1237. Evi gwir e voe meneget Susinioù evit ar wech gentañ en ul lizher eus Pêr a Zreux e 1218, nemet ne oa ket resisaet natur al lec'h-annez. Bezañs ur raksavadur hepken, ha n'eo ket gwall anavezet hiriv an deiz c'hoazh, a c'hall bezañ aliet dre un nebeut arverkoù arkeologel, en o zouez e oa un nebeut diazeadurioù a perzh eus tenneris norzh an XIII<sup>vet</sup> kantved. Galloud a reer soñjal e oa ar c'hastell un <nowiki>''ostaleri chaseal'' tost da Gêr Wened dre ma oa ur c'</nowiki>hoadeier a skoe outañ.
 
Liammoù kreñv ha tost a oa etre duged Vreizh ha roueed Vro-C'hall en deroù an XIII<sup>vet</sup> kantved, hogen e z'eas war fallaat o darempredoù e-kerzh ren Loeiz VIII ha rejañs Blanch a Gastrilh. Dibab a reas Pêr I<sup>añ</sup> da gemer perzh en dispac'hioù adalek 1227 betek 1234 a-enep ar roue gall Loeiz IX hag e stouas dirak ar roue saoz Herri III. Lakaet e voe an dug Pêr I<sup>añ</sup> da gostez hag e voe lakaet e vab en e-lec'h, Yann I<sup>añ</sup> e anv, abalamour d'e zibaboù politikel, d'e zarempredoù gant ar varoned veurañ ha d'ar gourdrouz gall. An dug nevez a gendalc'has al labourioù a oa bet kroget gant e dad. Menegoù kentañ eus Susinioù a ziskouez e oa ur <nowiki>''</nowiki>maner<nowiki>''</nowiki>, dianav e steuñv. N'anavezer ket kalz a draoù diwar e benn, nemet e tlee bezañ bras a-walc'h evit lakaat en toull-bac'h an aotrou Lanvaoz e 1238 hag e oa bet <nowiki>''</nowiki>kroget ha savet gant an dug-se nevez zo".