Hendrick de Keyser : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Lint
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎Buhez hag oberenn: kempenn, replaced: XIX{{vet}} → {{XIXvet}} (4) using AWB
Linenn 6:
 
== Buhez hag oberenn==
Hendrick de Keyser a zeskas ar vicher gant [[Cornelis Bloemaert]]. Pa oa de Keyser 26 vloaz ez eas da-heul Bloemaert en [[Amsterdam]]. Buan en em stalias evel arzour dizalc'h, ha gant e vrud o kreskiñ e voe anvet da vasoñer ha kizeller ar gêr, ar pezh a dalvez hiziv an deiz e voe lakaet da savour. Brudet eo de Keyser rak stag eo e anv ouzh lod brasañ savadurioù istorel an [[Izelvroioù]]. E-touez ar raktresoù a gasas da benn emañ [[Zuiderkerk]] ([[1603]]-[[1611]]) hag an tour stag ([[1614]]), ti-kêr [[Delft]] (1618-1620), [[Westerkerk]] (1620-1631) ha Westertoren (savet e [[1638]], met disheñvel diouzh e raktres). An eskemmdi marc'hadourezh a lakaas sevel etre [[1608]] ha [[1613]] a voe distrujet en XIX{{vetXIXvet}} kantved.
 
Gant raktresoù Hendrick de Keyser en [[Amsterdam]] e penn-kentañ ar XVII{{vetXVIIvet}} kantved e voe diazezet ur seurt orbidouriezh a reer "Azginivelezh Amsterdam" anezhi, hag a voe diazezet war savouriezh italian an Azginivelezh (XVI{{vetXVIvet}} kantved). Elfennoù klasel evel ar c'holonennoù, ar rizennoù hag an talbennoù a voe implijet stank, met peurliesañ evel elfennoù kinklañ. De Keyser a ouezas tennañ awen eus ar c'hlaselezh italian hep chom re stag ouzh ar reolennoù bet embannet er pleustradoù. E bar e arz e voe e eil degad ar XVII{{vetXVIIvet}} kantved, ha d'e heul e teuas arzourien evel [[Jacob van Campen]] ha [[Pieter Post]].
 
Ouzhpenn labourat war dachenn ar sevel e kendalc'has de Keyser da gizellañ. Gantañ e voe aozet bez [[Willem van Orange]] en Nieuwe Kerk e [[Delft]] (1614-1623). Ne vevas ket de Keyser pell a-walc'h evit gwelout an oberenn echu, ha kendalc'het e voe al labour gant e vab Pieter.