Zoroastregezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: d a → d a (3) using AWB
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D kempenn, replaced: VI{{vet}} → {{VIvet}} (11) using AWB
Linenn 1:
[[Restr:Faravahar.JPG|thumb|400px|Faravahar, unan eus arouezioù pennañ ar Zoroastregezh, kontet da vezañ skeudenn ur Fravashi (arc'houere)]]
[[Restr:Parsi-navjote-sitting.jpg|thumb|Navjote gant ur parsi (lid degemer er Zoroastregezh)]]
Ar '''zoroastregezh''' zo ur relijion [[undoueegezh|undoueek]] diazezet war gelenn an diouganer [[Zoroastr]] pe Zarathoustra (diwar an [[avesteg]]) ha bet eo unan eus ar [[relijion]]où brasañ er bed.<ref>http://www.bestirantravel.com/culture/zoroastrian.html</ref> Savet e oa moarvat un tamm a-raok ar VI{{vetVIvet}} kantved kent J.-K. e [[Impalaeriezh an Ac'haemenided|Persia]]. <!-- The term Zoroastrianism is, in general usage,i.e., non-historical context essentially synonymous with '''Mazdaism''' (the worship of [[Ahura Mazda]], exalted by Zoroaster as the supreme divine authority).-->
Deuet eo da vezañ relijion ofisiel ar Bersed dindan tierniezh ar [[Sasanided]] (224-651), betek donedigezh an [[islam]] a gemeras e lec'h. Neoazh, ar gouelioù deuet eus ar zoroastregezh zo chomet a-bouez e buhez [[Iran]]iz eus forzh pe relijion e vefent. Hiziv an deiz e kaver Zoroastriz un tamm e pep lec'h er bed, en [[India]] hag er [[Stadoù-Unanet]] dreist-holl.
 
Er zoroastregezh, ar c'hrouer [[Ahoura Mazda]] zo mat-holl, ha ne zeu droug ebet dioutañ. Er zoroastregezh eta, ar mad hag an droug o deus pep a orin disheñvel. Klask a ra an droug (''druj''), ar gaou hag an dizurzh, distrujañ krouidigezh Mazda (''[[asha]]''), ar wirionez hag an urzh, hag ar mad a stourm outañ. En hengoun ar zoroastregezh e eneber spered an droug, Angra Mainyu (anvet ivez "Ahriman"), "pennaenn an distruj", an noz hag ar marv, ouzh ar spered madoberus Spenta Mainyu, an deiz hag ar vuhez. Emañ an daou spered-se en holl voudoù bev ar grouidigezh. Mazda en deus krouet ivez an [[Amesha Spenta]], ar re "divarvel ha madoberus" hag an holl [[Yazata]], a ziskouez splann labour Doue d'an denelezh. Tremen a raer drezo da azeuliñ Mazda. An testennoù pouezusañ eus ar relijion-se eo an [[Avesta]]. Kollet e oa ul lodenn vras anezhe ha ne chom hogozik ken al [[liturgiezh]] hiziv an deiz. Anavezet eo al lodennoù kollet dre zaveoù hag arroudennoù berr en oberennoù nevesoc'h, savet etre an IX{{vetIXvet}} hag an an XI{{vetXIvet}} kantved.
 
== Istor ==
Ganet eo ar zoroastregezh diwar ur relijion eus amzer ar ragistor a oa boutin d'an Indez-Iraniz, ken abred hag an eil milved kent J.-K<ref>!!!</ref>. Hervez hengoun ar zoroastregezh, Zoroastr a oa un adreizher a lakas dreist ar re all doue ar furnez, Ahoura Mazda, evel doue nemetañ ha krouer ar bed, tra ma argase doueed all ha lidoù zo evel aberzh an tirvi.
 
Daoust ma'z eo koshoc'h n'eo ket testeniekaet ar Zoroastregezh a-raok ar V{{vetVvet}} kantved kent J.-K. [[Herodotos]] a zeskriv kevredigezh [[Iran]] en e ''Istorioù'' (echuet war-do 440 kent J.-K.) gant perzhioù a gaver er zoroastregezh, en o mesk ar c'hiz da lakaat ar re varv dindan an amzer e lec'hioù a-ratozh.
 
=== Henamzer===
Tierniezh ar Sasanided a renas abaoe 228 kent J.K. Harpañ a rejont ur seurt Zoroastregezh hag, e degouezhioù zo, e atahinjont ar Gristenien. Pa aloubent ur vro e savent alies temploù eus an tan da vrudañ o relijion. Goude [[Kustentin Iañ (impalaer roman)|Kustentin]] ouzhpenn, ar Sasanided o doa disfiz rak ar Gristenien abalamour ma veze sellet oute evel tud liammet d'an [[Impalaeriezh roman]].
Pell a-raok ar VI{{vetVIvet}} kantved e oa tizhet Norzh Sina gant ar zoroastregezh dre [[hent ar seiz]], hag e resevas ur statud ofisiel en un niver a Stadoù eus Sina. Kavet zo bet dismantroù eus temploù ar Zoroastriz e [[Kaifeng]] hag e [[Zhenjiang]].
 
=== Krennamzer ===
Er VII{{vetVIIvet}} kantved, e-korf 16 vloaz, e oa diskaret impalaeriezh ar Sasanided gant an [[Arabed]]. Daoust ma teuas buan an dud dindan ar Stad da vezañ Muzulmiz hepken dindan ar galifiezh Oumayyad e veze graet nebeut a strivoù da c'hounit ar re sujet a-nevez d'an [[Islam]]<ref>Boyce, 1979, p 150.</ref>. Evit ar renerien "an dud na gredent ket en islam a c'halle bezañ lezet da ren o buhez keit ha ma ne annoazent ket o aotrouien<ref>Boyce 1979, p. 146.</ref>.
 
Ur wezh tremenet ar mare kentañ eta, daoust ma oant sujet d'ur galloud nevez hag atahinet, o doa gellet ar Zoroastriz kenderc'hel gant o gizioù evel a-raok. Ur gwask ekonomikel ha sokial goustad ha diehan a oa koulskoude da dreiñ ouzh an islam<ref>Buillet, 1978, p 37, 138.</ref><ref>Boyce, 1979, p 147.</ref> An noblañs ha kêriz a oa ar re gentañ da vezañ gounezet d'an Islam. Hennezh en em lede goustadikoc'h e-touez al labourerien douar hag an noblañs diar ar maez.<ref>Buillet, 1978, p 59.</ref> Ar galloud hag ar pinvidigezh a oa diouzh tu Muzulmiz neoazh ha daoust ma oa ar politikerezh ofisiel ober fae a bell war Zoroastriz, e veze atav hiniennoù e-touez ar Vuzulmiz a felle dezhe gounit ar re all d'o relijion hag a oa prest d'ober forzh petra evit dont a-benn<ref>Boyce, 1979, p 147.</ref>
Linenn 24:
Dindan lezenn ar galifiezh nevez, Iraniz vuzulmat (Aet e oa ar muiañ gante neuze) a gavas doareoù nevez ha niverusoc'h atav da ober goap eus Zoroastriz hag o gwaskañ a zeuas da vezañ ur sport poblek.
 
Digreskiñ a reas ar stourm etre ar zoroastregezh hag an Islam en X{{vetXvet}} hag en XI{{vetXIvet}} kantved, abalamour ma oa deuet ar pep brasañ eus tud ar vro da vezañ Muzulmiz.
 
== Testennoù sakr ==
Linenn 30:
An Avesta (avestā, en [[avesteg]]) eo hollad testennoù sakr ar zoroastregezh. Levr sakr Zoroastriz eo. Skrivet eo e stummoù disheñvel eus an heniraneg, anvet [[avesteg]]. Al lodennoù koshañ, re ar gathaoù, zo skrivet en ur yezh ken arkaek hag hini ar [[Rig Veda]] ([[sañskriteg]] vedek), ar « gathaeg », ar re all en avesteg diwezhat. Skrivet eo an testennoù gant al lizherenneg avestek.
Eus al levr orin, ennañ 21 levr pe gatha (en avesteg gāθā), meulganoù zo war un dro pleustradoù ha barzhonegoù, ne chom nemet ur c'hart hiziv an deiz, da lâret eo war-dro ur miliad pajennoù. Lavaret e veze e vije bet distrujet ar peurrest da vare aloubadegoù armeoù [[Aleksandr Veur]] a lakaas deviñ levraoueg palez [[Persepolis]] pe re an Arabed er VII{{vetVIIvet}}. Un tamm diskred zo savet hiziv an deiz diwar-benn an distrujoù lakaet war gont Aleksandr Veur.
 
An testennoù a chom zo ar Gathaoù, ar Yasna, ar Visperad hag ar Vendidad. Ouzhpenn an testennoù-se e chom levr pedennoù an tiegezhioù anvet an Avesta Khordeh, ennañ ar Yashtoù hag ar Siroza.
Linenn 36:
 
=== An testennoù diwezhat ===
Kavout a reer ivez e-mesk an testennoù skrivet e krennberseg hag e skritur Pahlavek savet en IX{{vetIXvet}} hag en X{{vetXvet}} kantved kalz levrioù relijius zoroastrek, rak ar pep brasañ eus ar skriverien hag eus ar skrivagnerien a oa izili eus kloer ar zoroastregezh. Al levrioù pouezusañ eus ar maread-se zo an Denkard, ar Bundahishn, ar Menog-i Khrad, lodennoù eus ar Zadspram, Jamasp Namag, lizhiri Manucher, Rivayats, Dadestan-i-Denig, hag Arda Viraf Namag. Holl an testennoù savet e krennberseg diwar-benn ar zoroastregezh a vez sellet oute evel mammennoù a eil renk diwar-benn ar relijion. Koulskoude o deus bet ul levezon vras war ar relijion-se.